Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19 Moizez a bign davet Doue war ar menez (Menez Sinai)

1 D'an trede miz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, e teujont en deiz-se da c'houelec'h Sinai.

2 O vezañ aet kuit eus Refidim, e teujont da c'houelec'h Sinai hag e kampjont er gouelec'h. Israel a gampas eno dirak ar menez.

3 Moizez a bignas da gavout Doue, hag an AOTROU a c'halvas anezhañ eus ar menez o lavarout: Komz a ri evel-henn da di Jakob, hag e tisklêri kement-mañ da vibien Israel:

4 Gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet d'an Ejipt, ha penaos em eus ho touget war eskell erer ha lakaet da zont da'm c'havout.

5 Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.

6 C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.

7 Moizez a zeuas hag a c'halvas henaourien ar bobl, hag e lakaas dirazo an holl gomzoù en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ.

8 An holl bobl a-unvan a respontas hag a lavaras: Kement en deus lavaret an AOTROU a raimp. Moizez a zezrevellas komzoù ar bobl d'an AOTROU .

9 An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da'z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac'hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d'an AOTROU .

10 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout ar bobl, santela anezho hiziv ha warc'hoazh, ra walc'hint o dilhad.

11 Ra vint prest evit an trede deiz, rak d'an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.

12 Te a lakaio harzoù d'ar bobl en-dro holl hag e lavari: Diwallit da bignat war ar menez ha da stekiñ ouzh e gostez. Piv bennak a stoko ar menez a vo kastizet a varv,

13 ne vo ket lakaet an daouarn warnañ met meinataet e vo, pe toullet gant biroù, loen pe den, ne vevo ket. Pa sono ar c'horn, e teuint d'ar menez.

14 Moizez a ziskennas eus ar menez da gavout ar bobl. Santelaat a reas ar bobl hag e walc'hjont o dilhad.

15 Hag e lavaras d'ar bobl: Bezit prest a-benn tri deiz, na dostait ket ouzh gwreg ebet.

16 D'an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc'hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar tregernus. An holl bobl a oa er c'hamp a grenas.

17 Moizez a lakaas ar bobl da vont kuit eus ar c'hamp a-ziarbenn da Zoue, hag e chomjont en o sav e traoñ ar menez.

18 Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.

19 Son ar shofar a yae en ur greskiñ muioc'h-mui. Moizez a gomze ha Doue a responte dezhañ dre ur vouezh.

20 An AOTROU a ziskennas eta war Venez Sinai, war-lein ar menez, hag an AOTROU a c'halvas Moizez war-lein ar menez. Moizez a bignas.

21 An AOTROU a lavaras da Voizez: Diskenn, difenn ouzh ar bobl da zont a-daol etrezek an AOTROU evit gwelout, gant aon na vefe kollet ul lod bras anezho.

22 An aberzhourien a dosta ouzh an AOTROU , ra en em santelaint ivez gant aon na skofe an AOTROU anezho.

23 Moizez a lavaras d'an AOTROU: Ar bobl ne c'hell ket pignat war-zu Menez Sinai, rak gourc'hemennet ec'h eus deomp o lavarout: Laka harzoù en-dro d'ar menez ha santela anezhañ.

24 An AOTROU a lavaras: Kae, diskenn. Goude e pigni, te hag Aaron ganit, met an aberzhourien hag ar bobl ne bignint ket war-zu an AOTROU gant aon na skofe anezho.

25 Moizez a ziskennas da gavout ar bobl hag a lavaras kement-se dezho.

Lean sinn:



Sanasan