Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18 Jetro a zeu da gavout Moizez

1 Jetro, aberzhour Madian ha tad-kaer Moizez, a anavezas kement en doa graet Doue da Voizez ha da Israel e bobl, ha penaos en doa tennet an AOTROU Israel eus an Ejipt.

2 Jetro tad-kaer Moizez a gemeras Sefora, gwreg Moizez a oa bet kaset en-dro,

3 hag e daou vab, a oa anv unan Gershom rak en doa lavaret: Emaon o chom en ur vro estren,

4 hag egile Eliezer rak Doue va zad en deus va sikouret ha va dieubet a gleze Faraon.

5 Jetro tad-kaer Moizez a zeuas da gavout Moizez gant e vugale hag e wreg er gouelec'h ma kampe e-barzh, tost da venez Doue.

6 Lavarout a reas da Voizez: Me Jetro da dad-kaer, a zeu da'z kavout gant da wreg ha da zaou vab ganti.

7 Moizez a yeas a-raok d'e dad-kaer, a stouas hag a bokas dezhañ. Hag e c'houlennjont en eil digant madober egile, hag ez ejont en deltenn.

8 Moizez a gontas d'e dad-kaer kement en doa graet an AOTROU da Faraon ha d'an Ejipsianed e-keñver Israel, an holl boanioù a oa deuet warno en hent ha penaos en doa o dieubet an AOTROU .

9 Jetro a laouenaas eus an holl vad en doa graet an AOTROU da Israel, eus m'en doa e zieubet eus daouarn an Ejipsianed.

10 Jetro a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus dieubet ac'hanoc'h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn Faraon, en deus dieubet ar bobl eus galloud an Ejipsianed.

11 Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.

12 Jetro tad-kaer Moizez a gemeras ul loskaberzh hag aberzhoù evit o c'hinnig da Zoue. Aaron hag holl henaourien Israel a zeuas da zebriñ ar bara gant tad-kaer Moizez, dirak Doue.

13 An deiz war-lerc'h e c'hoarvezas ma azezas Moizez evit barn ar bobl, hag ar bobl en em zalc'has dirak Moizez adalek ar beure betek an noz.

14 Tad-kaer Moizez, o welout kement a rae evit ar bobl, a lavaras: Petra a rez e-keñver ar bobl-se? Perak ec'h azezez da-unan, ha ma en em zalc'h an holl bobl dirazout adalek ar beure betek an noz?

15 Moizez a respontas d'e dad-kaer: Ar bobl eo a zeu da'm c'havout evit goulenn kuzul digant Doue.

16 P'o deus un dra bennak, e teuont da'm c'havout. Me a varn etre an eil hag egile, hag e roan da anavezout reolennoù Doue hag e lezennoù.

17 Tad-kaer Moizez a lavaras: Ar pezh a rez n'eo ket mat.

18 A-dra-sur kouezhañ a ri hag ar bobl-mañ ganit, rak kement-se a zo re bounner evidout, ne c'helli ket henn ober te da-unan.

19 Bremañ selaou ouzh va mouezh: Me a alio ac'hanout, ha ra vo Doue ganit! Bez evit ar bobl dirak Doue ha kinnig an traoù da Zoue.

20 Kelenn anezho er reolennoù hag el lezennoù, ha ro da anavezout dezho an hent a zleont kerzhout warnañ hag ar pezh a zleont ober.

21 Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.

22 Ra varnint ar bobl e pep amzer. Mar bez traoù bras, ra o disklêrint dit, met ra varnint o-unan an holl draoù bihan. Skañva da vec'h ha ra en dougint ganit.

23 Ma rez kement-se ha ma ren Doue warnout, e c'helli derc'hel hag ar bobl-mañ en em gavo e peoc'h en e lec'h.

24 Moizez a sentas ouzh e dad-kaer hag a reas kement en doa lavaret.

25 Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.

26 Barn a raent ar bobl e pep amzer, o tisklêriañ da Voizez an traoù diaes hag o varn o-unan an holl draoù bihan.

27 Neuze Moizez a lezas e dad-kaer da vont kuit. Mont a reas d'e vro.

Lean sinn:



Sanasan