Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17 Dour ar roc'h e Refidim; Masa ha Meriba

1 Holl vodaden mibien Israel a yeas kuit eus gouelec'h Sin, oc'h heuliañ o beaj hervez gourc'hemenn an AOTROU . Hag e kampjont e Refidim, ha ne oa ket eno dour da evañ evit ar bobl.

2 Ar bobl a glaskas tabut gant Moizez. Lavarout a rejont: Ro deomp dour evit ma evimp. Moizez a lavaras: Perak e klaskit tabut ganin? Perak e temptit an AOTROU?

3 Ar bobl he doe sec'hed el lec'h-se dre vank dour hag a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Perak ec'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit hol lakaat da vervel gant ar sec'hed, me ha va mibien ha va loened?

4 Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: Petra a rin d'ar bobl-mañ? A-barzh nemeur e veinataint ac'hanon.

5 An AOTROU a lavaras da Voizez: Tremen dirak ar bobl ha kemer ganit henaourien Israel. Kemer ivez ez torn ar wialenn az poa skoet ganti war ar stêr, ha kerzh.

6 Setu, en em zalc'hin eno dirazout war ar roc'h en Horeb, te a skoio war ar roc'h, hag e teuio dour er-maez, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reas evel-se dirak henaourien Israel.

7 Hag e voe anvet al lec'h-se Masa ha Meriba, dre m'o doa tabutet mibien Israel ha temptet an AOTROU o lavarout: An AOTROU , ha bez' emañ en hon touez pe n'emañ ket?


Trec'h war Amalek

8 Amalek a zeuas hag a reas brezel da Israel e Refidim.

9 Moizez a lavaras da Jozue: Dibab deomp gwazed, kae er-maez ha stourm a-enep Amalek. Warc'hoazh en em zalc'hin war-lein ar grec'hienn gant gwialenn Doue em dorn.

10 Jozue a reas evel m'en doa lavaret Moizez dezhañ evit stourm a-enep Amalek. Moizez, Aaron hag Hur a bignas war-lein ar grec'hienn.

11 Hag e c'hoarveze, pa save Moizez e zorn Israel a veze ar c'hreñvañ, met pa leze da ziskuizhañ e zorn Amalek a veze ar c'hreñvañ.

12 Daouarn Moizez o vezañ deuet da vezañ pounner, e kemerjont ur maen a lakajont dindanañ, hag ec'h azezas warnañ. Aaron hag Hur a zalc'has e zaouarn, unan en un tu hag egile en tu all, hag e zaouarn a voe start betek kuzh-heol.

13 Ha Jozue a faezhas Amalek hag e bobl dre droc'h ar c'hleze.

14 An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv kement-mañ evit eñvor el levr, ha ro da anavezout da Jozue penaos e lamin holl eñvor Amalek a-zindan an neñvoù.

15 Moizez a savas un aoter hag en anvas Jehova-Nisi.

16 Hag e lavaras: Abalamour ma'z eo bet savet un dorn war dron an AOTROU , an AOTROU en devo brezel a-enep Amalek a rumm da rumm.

Lean sinn:



Sanasan