Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16 Ar c'hoailhed hag ar mann

1 Holl vodadenn mibien Israel, o vezañ aet kuit eus Elim, a zeuas da c'houelec'h Sin, a zo etre Elim ha Sinai, d'ar pemzekvet deiz eus an eil miz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt.

2 Holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas er gouelec'h-se a-enep Moizez hag a-enep Aaron.

3 Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.

4 Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.

5 Met d'ar c'hwec'hvet deiz, e fichint ar pezh o devo degaset hag e vo an daougementad eus ar pezh a zastumint bep devezh.

6 Moizez hag Aaron eta a lavaras da holl vibien Israel: Fenoz e ouiot ez eo an AOTROU en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt,

7 ha da veure e welot gloar an AOTROU , peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU . Petra omp-ni, ma c'hrozmolit a-enep deomp?

8 Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc'h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc'h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc'h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n'emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU .

9 Moizez a lavaras da Aaron: Lavar da holl vodadenn mibien Israel: Tostait dirak an AOTROU , rak klevet en deus ho krozmoloù.

10 Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.

11 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12 Klevet em eus grozmoloù mibien Israel. Komz outo ha lavar: Etre an daou abardaez e tebrot kig ha da veure e viot gwalc'het a vara, hag e ouiot penaos on an AOTROU ho Toue.

13 D'abardaez koailhed a savas hag a c'holoas ar c'hamp, ha da veure e voe ur gwisk glizhenn en-dro d'ar c'hamp.

14 Ar gwisk glizhenn a vihanaas ha setu, e oa war-c'horre ar gouelec'h un dra vihan, perlezet, bihan evel ar rev gwenn war an douar.

15 Mibien Israel a welas, hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo? Rak ne ouient ket petra e oa. Ha Moizez a lavaras: Ar bara eo a ro an AOTROU deoc'h da zebriñ.

16 Setu amañ ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU: Dastumit dioutañ pep hini ar c'hementad ha ma c'hello debriñ, un omer dre benn, hervez an niver eus ho tud. Pep hini ac'hanoc'h a gemero evit ar re a zo en e deltenn.

17 Mibien Israel a reas eta evel-se hag e tastumjont dioutañ unan muioc'h hag unan all nebeutoc'h.

18 Muzuliet e veze gant an omer. An hini en doa dastumet kalz n'en doa ket re, hag an hini en doa dastumet nebeut ne vanke ket dezhañ. Dastum a raent pep hini hervez ar pezh a zebre.

19 Moizez a lavaras: Ra ne lezo den tamm dioutañ betek ar beure.

20 Ha ne sentjont ket ouzh Moizez, hiniennoù a lezas betek ar beure, hag e teuas preñved enno ha c'hwezh-fall ganto. Moizez a yeas droug ennañ a-enep dezho.

21 Dastum a rejont eta bep beure pep hini hervez ma tebre, ha pa oa tomm an heol, e teuze.

22 D'ar c'hwec'hvet deiz, e tastumjont bara en daougementad, daou omer evit pep hini. Holl renerien ar vodadenn a zeuas d'e lavarout da Voizez.

23 Hag eñ a respontas: Kement-se eo en deus lavaret an AOTROU: Warc’hoazh emañ diskuizh ar sabad santelaet evit an AOTROU . Lakait da boazhañ ar pezh hoc'h eus da lakaat da boazhañ, lakait da virviñ ar pezh hoc'h eus da lakaat da virviñ, ha dastumit an nemorant evit e virout betek ar beure.

24 E lezel a rejont betek ar beure evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, ha ne voe ket a c'hwezh-fall gantañ ha ne voe ket preñved ennañ.

25 Moizez a lavaras: Debrit anezhañ hiziv, rak hiziv eo sabad an AOTROU , ha ne gavot ket dioutañ er parkeier.

26 E-pad c'hwec'h devezh e tastumot anezhañ, met er seizhvet devezh, ar sabad, ne vo ket dioutañ.

27 Er seizhvet devezh, hiniennoù eus ar bobl a yeas evit dastum anezhañ met ne gavjont ket dioutañ.

28 Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegeit na fello ket deoc'h mirout va gourc'hemennoù ha va lezennoù?

29 Gwelit penaos an AOTROU en deus roet deoc'h ar sabad, setu perak e ro deoc'h er c'hwec'hvet devezh bara evit daou zevezh. Ra chomo pep hini ac'hanoc'h eta en e lec'h ha ra ned aio den er-maez eus e lec'h ar seizhvet devezh.

30 Ar bobl eta a ziskuizhas er seizhvet devezh.

31 Ti Israel a c'halvas kement-se mann. Bez' e oa evel had koriandrez, gwenn, hag e doa ur blaz a vignez gant mel.

32 Moizez a lavaras: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU: Ra vo leuniet un omer dioutañ, da virout a rummadoù da rummadoù, ma welint ar bara am eus graet deoc'h debriñ er gouelec'h, pa em eus ho tennet eus bro Ejipt.

33 Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ur pod, laka ennañ un omer leun a vann, ha laka anezhañ dirak an AOTROU da vezañ miret a rummadoù da rummadoù.

34 Evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, Aaron en lakaas dirak an Testeni evit ma vije miret.

35 Mibien Israel a zebras ar mann e-pad daou-ugent vloaz, betek ma voent deuet da ur vro a c'helled chom enni. Debriñ a rejont ar mann betek ma voent deuet da harzoù bro Ganaan.

36 An omer a zo an dekvedenn eus an efa.

Lean sinn:



Sanasan