Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15 Kantik Moizez hag Israel

1 Neuze Moizez ha mibien Israel a ganas ar ganaouenn-mañ d'an AOTROU hag a lavarjont: Kanañ a rin d'an AOTROU , rak uhel bras eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag ar varc'hegerien.

2 An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.

3 An AOTROU a zo ur brezelour. E anv eo an AOTROU .

4 Taolet en deus er mor kirri Faraon hag e armead. Re zibabet e vrezelourien a zo bet beuzet er Mor Ruz.

5 An donderioù o deus o goloet, diskennet int e foñs an doureier evel ur maen.

6 Da du dehou, o AOTROU , a zo klodus e nerzh. Da du dehou, o AOTROU , a flastr an enebour.

7 Dre vraster da veurdez e tiskarez da enebourien. Kas a rez da gounnar, ez int pulluc'het evel plouz.

8 D'ar c'hwezh eus da zivfron an doureier a zo en em verniet, ar c'hoummadoù a zo chomet evel un harz, an donderioù o deus skornet e-kreiz ar mor.

9 An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.

10 C'hwezhet ec'h eus gant da anal, ar mor en deus o goloet. Ruilhet o deus evel plom e foñs an doureier galloudus.

11 Piv a zo eveldout e-touez an doueoù, o AOTROU? Piv a zo eveldout meurdezus e santelezh, din a veuleudioù, oc'h ober burzhudoù?

12 Astennet ec'h eus da du dehou, an douar en deus o lonket.

13 Renet ec'h eus dre da drugarez ar bobl-mañ ac'h eus dasprenet. He bleinet ec'h eus gant da nerzh.

14 Ar pobloù a glev hag a gren. Ar spont a grog en tud eus bro Filistined.

15 Neuze priñsed Edom a zo trubuilhet. Ur grenadenn a zo kroget en re c'halloudus Moab. Holl dud Kanaan a zizesper.

16 An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec'h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU , betek ma vo tremenet ar bobl ac'h eus prenet.

17 Te a gaso hag a blanto anezho war venez da hêrezh, el lec'h ma ec'h eus kempennet da chomadur, o AOTROU , er santual, Aotrou, o deus diazezet da zaouarn.

18 An AOTROU a reno atav ha da viken.

19 Rak kezeg Faron, e girri hag e varc'hegerien a zo aet er mor, hag an AOTROU en deus lakaet doureier ar mor da zistreiñ warno. Met mibien Israel o deus kerzhet e-kreiz ar mor war ar sec'h.

20 Mari ar brofedez, c'hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc'hed a yeas war he lerc'h gant taboulinigoù hag o tañsal.

21 Mari a responte dezho: Kanit d'an AOTROU rak uhel-meurbet eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag e varc'heger.


Doureier Mara

22 Neuze Moizez a gasas Israel kuit eus ar Mor Ruz, hag ez ejont war-zu gouelec'h Shur. Hag e kerzhjont tri devezh er gouelec'h, ha ne gavjont ket dour.

23 Dont a rejont da Vara, met ne c'helljont ket evañ doureier Mara rak c'hwerv e oant. Setu perak al lec'h-se a voe galvet Mara.

24 Ar bobl a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Petra a evimp?

25 Hag e krias d'an AOTROU , hag an AOTROU a ziskouezas dezhañ ur c'hoad. En taolas en doureier hag an doureier a zeuas dous. Eno eo e roas dezho reolennoù ha lezennoù, hag eno eo ec'h amprouas anezho.

26 Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.

27 Neuze e teujont da Elim, e-lec'h ma oa daouzek mammenn-dour ha dek ha tri-ugent palmezenn, hag e kampjont eno e-kichen an dour.

Lean sinn:



Sanasan