Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel, ma tistroint ha ma kampint dirak Pihahirod, etre Migdol hag ar mor, dirak Baal-Zefon. Kampiñ a reot dirak al lec'h-se e-kichen ar mor.

3 Faraon a lavaro eus mibien Israel: En em gollet int er vro, ar gouelec'h en deus o lonket.

4 Hag e kaletain kalon Faraon hag ez aio war o lerc'h, met me a vo enoret war-bouez Faraon ha war-bouez e holl armead; an Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU . Hag e rejont evel-se.

5 Lavaret e voe da roue an Ejipt penaos e oa tec'het ar bobl kuit. Kalon Faraon hag hini e servijerien a cheñchas e-keñver ar bobl, hag e lavarjont: Petra hon eus graet pa hon eus lezet Israel da vont kuit, e doare na servijo ken ac'hanomp?

6 Neuze e stagas e garr hag e kemeras e bobl gantañ.

7 Kemer a reas c'hwec'h kant karr dibabet hag holl girri an Ejipt, ha penngadourien war bep hini anezho.

8 An AOTROU a galetaas kalon Faraon, roue an Ejipt, hag ez eas war-lerc'h mibien Israel. Mibien Israel a voe aet kuit gant an dorn uhel.

9 An Ejipsianed a yeas war o lerc'h, hag holl gezeg ha kirri Faraon, e varc'hegerien hag e armead o zapas evel ma voent o kampiñ e-kichen ar mor, e-kichen Pihahirod dirak Baal-Zefon.

10 Evel ma tostae Faraon, mibien Israel a savas o daoulagad ha setu, an Ejipsianed a gerzhe war o lerc'h. Neuze mibien Israel o doe aon meurbet, hag e krijont war-zu an AOTROU .

11 Hag e lavarjont da Voizez: Ha ne oa ket bezioù en Ejipt, ma ec'h eus degaset ac'hanomp da vervel er gouelec'h-mañ? Petra ac'h eus graet deomp d'hol lakaat da vont kuit eus an Ejipt?

12 Ha n'eo ket ar pezh a lavaremp dit en Ejipt: Lez ac'hanomp da servijañ an Ejipsianed, rak gwelloc'h eo deomp servijañ an Ejipsianed eget mervel er gouelec'h?

13 Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.

14 An AOTROU a stourmo evidoc'h, ha c'hwi a chomo sioul.

15 An AOTROU a lavaras da Voizez: Perak e kriez din? Komz da vibien Israel ha ra gerzhint war-raok.

16 Te, sav da wialenn, astenn da zorn war ar mor ha faout anezhañ, hag e yelo mibien Israel e-kreiz ar mor war ar sec'h.

17 Setu, mont a ran da galetaat kalon an Ejipsianed hag ez aint war ho lerc'h. Hag e vin enoret war-bouez Faraon hag e holl armead, war-bouez e girri hag e varc'hegerien.

18 An Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU , pa vin enoret war-bouez Faraon, war-bouez e girri ha war-bouez e varc'hegerien.

19 Hag en em dennas ael Doue a yae dirak kamp Israel, mont a reas a-dreñv dezho. Hag en em dennas ar golonenn a goabrenn a oa a-raok dezho, en em zalc'has a-dreñv dezho.

20 Dont a reas etre kamp an Ejipsianed ha kamp Israel. Hag e voe ur goabrenn deñval ouzh un tu, hag a roe gouloù en noz ouzh an tu all. Ne dostaas ket ur c'hamp ouzh egile e-pad an noz holl.

21 Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.

22 Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec'h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.

23 An Ejipsianed a gerzhas war o lerc'h, hag holl gezeg Faron, e girri hag e varc'hegerien a yeas war o lerc'h e-kreiz ar mor.

24 Met c'hoarvezout a reas, da veilhadenn ar mintin, penaos an AOTROU er golonenn a dan hag a goabrenn a sellas ouzh kamp an Ejipsianed hag a lakaas an dizurzh.

25 Hag e lamas rodoù o c'hirri a voe bleniet gant bec'h. Neuze an Ejipsianed a lavaras: Tec'homp dirak Israel rak an AOTROU a stourm evito a-enep an Ejipsianed.

26 An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war ar mor, hag an doureier a zistroio war an Ejipsianed, war o c'hirri ha war o marc'hegerien.

27 Moizez a astennas eta e zorn war ar mor, hag ar mor a zistroas war-dro ar mintin d'e lec'h. An Ejipsianed a dec'has dirazañ, hag an AOTROU a daolas an Ejipsianed e-kreiz ar mor.

28 An doureier a zistroas eta hag a c'holoas kirri ha marc'hegerien holl armead Faraon a oa aet war-lerc'h an Israeliz er mor. Ne vanas hini anezho.

29 Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.

30 En deiz-se e tieubas an AOTROU Israel eus dorn an Ejipsianed; Israel a welas an Ejipsianed marv war aodoù ar mor.

31 Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.

Lean sinn:



Sanasan