Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Gouestladur ar re gentañ-ganet d'an AOTROU

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.

3 Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.

4 Mont a rit kuit hiziv e miz Abib.

5 P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, an Hevianed hag ar Jebuziz, en deus touet da'z tadoù reiñ dit, ur vro a zever gant laezh ha mel, neuze e lidi ar servij-mañ er miz-mañ.

6 E-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, ha d'ar seizhvet deiz e vo ur gouel d'an AOTROU .

7 Bara hep goell a vo debret e-pad seizh devezh; ne vo ket gwelet bara goet ganit, na gwelet goell e-touez ac'hanout e-barzh da holl zouar.

8 Hag e tisplegi da'z mab kement-se en deiz-se o lavarout: Abalamour d'ar pezh a reas an AOTROU evidon eo, pa'z on aet kuit eus an Ejipt.

9 Kement-se a vo dit evel un arouez war da zorn hag evel un eñvor etre da zaoulagad, evit ma vo lezenn an AOTROU ez kenoù, rak an AOTROU en deus da dennet gant un dorn kreñv eus an Ejipt.

10 Te a viro an urzhiadur-se en e amzer, a vloaz da vloaz.

11 P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, evel m'en deus touet dit ha da'z tadoù, ha m'en devo he roet dit,

12 santelaat a ri evit an AOTROU kement a zigor ar mammog ar c'hentañ, hag holl re gentañ-ganet al loened az po, ar pared a vo d'an AOTROU .

13 Dasprenañ a ri gant un oan pep kentañ-ganet eus an azen, ha ma ne zasprenez ket anezhañ, e torri dezhañ ar gouzoug. Dasprenañ a ri ivez pep kentañ-ganet eus an dud e-touez da vibien.

14 Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;

15 hag e c'hoarvezas penaos pa ne felle ket da Faraon hol lezel da vont kuit, ma lazhas an AOTROU pep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet an den betek kentañ-ganet al loened; setu perak ec'h aberzhan d'an AOTROU an holl bared a zigor ar mammog ar c'hentañ hag e tasprenan pep kentañ-ganet eus va mibien.

16 Kement-se a vo evel un arouez war da zorn hag un talgen etre da zaoulagad. Rak an AOTROU en deus tennet ac'hanomp gant un dorn kreñv eus an Ejipt.


Treizh ar Mor Ruz

17 Pa lezas Faraon ar bobl da vont kuit, Doue n'o renas ket dre hent bro ar Filistined, daoust ma oa tostoc'h, rak Doue a lavaras: Arabat eo n'he defe keuz ar bobl pa welo ar brezel ha na zistrofe en Ejipt.

18 Met Doue a lakaas ar bobl d'ober un dro dre hent ar gouelec'h, etrezek ar Mor Ruz. Mibien Israel a bignas armet-mat eus an Ejipt.

19 Moizez a gemeras gantañ eskern Jozef, rak Jozef en doa lakaet mibien Israel da douiñ a-dra-sur o lavarout: Doue ho kweladenno e gwirionez ha c'hwi a gaso va eskern ac'hann ganeoc'h.

20 Mont a rejont kuit eus Sukkod hag e kampjont en Etam, e penn ar gouelec'h.

21 An AOTROU a yae dirazo, e-pad an deiz en ur golonenn a goabrenn evit o ren dre an hent, hag e-pad an noz en ur golonenn a dan evit o sklaeriañ, dezho da gerzhout noz-deiz.

22 Ar golonenn a goabrenn ne dec'he ket a-zirak ar bobl e-pad an deiz, nag ar golonenn a dan e-pad an noz.

Lean sinn:



Sanasan