Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12 Ar Pask kentañ

1 An AOTROU a gomzas ouzh Moizez hag Aaron e bro Ejipt o lavarout:

2 Ar miz-mañ a vo evidoc'h deroù ar mizioù; hemañ a vo evidoc'h ar c'hentañ eus mizioù ar bloaz.

3 Komzit ouzh holl vodadenn Israel ha lavarit: D'an dekvet deiz eus ar miz-mañ, ra gemero pep hini ac’hanoc’h un oan dre bep tiegezh tadel, un oan dre bep tiegezh.

4 Mard eo re vihan an tiegezh evit un oan, ra vo e gemeret gant an amezeg nesañ d'e di, hervez an niver a dud; kontañ a reot evit an oan hervez ar pezh a c'hello pep hini debriñ.

5 Bez' ho po un oan disi, ur par, ganet er bloaz. E gemer a reot a-douez an deñved pe a-douez ar givri.

6 Hag e virot anezhañ betek ar pevarzekvet deiz eus ar miz-mañ, hag holl vodadenn Israel dastumet en lazho etre an daou abardaez.

7 Hag e kemerint eus e wad, hag en lakaint war daou bost ha war c'hourin dor an tiez e-lec'h ma tebrint anezhañ.

8 En noz-se, e tebrint ar c'hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c'hwerv.

9 Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.

10 Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.

11 Setu amañ penaos e tebrot anezhañ: ho tivgroazell gourizet, ho potoù-lêr en ho treid hag ho pazh en ho torn, hag e tebrot anezhañ a-dizh. Pask an AOTROU eo.

12 En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .

13 Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.

14 An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc'h, c'hwi en lido evel ur gouel d'an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc'hemenn peurbadus.

15 E-pad seizh devezh e tebrot bara hep goell. Adalek an deiz kentañ e lamot ar goell eus ho tiez. Rak adalek an deiz kentañ betek ar seizhvet devezh, pep den a zebro bara goet a vo lamet eus Israel.

16 D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel. Bez' ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc'h ar pezh a zle pep den debriñ.

17 Mirout a reot eta gouel ar bara hep goell, rak en deiz-se end-eeun em eus tennet hoc'h armeoù eus bro Ejipt. Mirout a reot an deiz-se evel ur gourc'hemenn peurbadus a rummadoù da rummadoù.

18 D'ar miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e tebrot bara hep goell betek an unanvet deiz warn-ugent eus ar miz, da noz.

19 E-pad seizh devezh, goell ebet n'en em gavo en ho tiez, rak pep den a zebro bara goet a vo lamet eus bodadenn Israel, pe e vefe un diavaeziad, pe unan bennak ganet er vro.

20 Ne zebrot ket bara goet. En hoc'h holl chomlec'hioù e tebrot bara hep goell.

21 Moizez a c'halvas eta holl henaourien Israel hag a lavaras: It ha kemerit ul loen evit ho tiegezhioù ha lazhit ar Pask.

22 Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n'aio hini ac'hanoc'h er-maez eus e di betek ar beure.

23 An AOTROU a dremeno evit skeiñ war an Ejipt hag a welo ar gwad war ar gourin ha war an daou bost; an AOTROU a dremeno dreist an nor ha ne lezo ket an distrujer da vont da skeiñ en ho tiez.

24 Mirout a reot kement-mañ evel ur gourc'hemenn peurbadus evidoc'h hag evit ho pugale.

25 Pa viot aet er vro a roio an AOTROU deoc'h evel m'en deus lavaret, c'hwi a viro al lid-mañ.

26 Ha pa lavaro ho mibien deoc'h: Petra eo al lid-mañ?

27 Neuze e respontot: Aberzh Pask an AOTROU eo, tremen a reas dreist tiez mibien Israel en Ejipt pa skoas war an Ejipt ha pa zieubas hon tiez. Neuze ar bobl a stouas hag a azeulas.

28 Mibien Israel a yeas hag a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.


Gwalenn marv ar re gentañ-ganet

29 Hag e c'hoarvezas da hanternoz ma skoas an AOTROU war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, azezet war e dron, betek kentañ-ganet an hini dalc'het en toull-bac'h, hag holl re gentañ-ganet al loened.

30 Faraon a savas en noz, eñ, e holl servijerien hag an holl Ejipsianed. Hag e voe garmadennoù bras en Ejipt, rak ne oa ti ebet hep unan marv ennañ.

31 Gervel a reas eta Moizez hag Aaron, en noz, hag e lavaras: Savit, it kuit a-douez va fobl, c'hwi ha mibien Israel, it, servijit an AOTROU evel ma hoc'h eus lavaret;

32 kemerit ivez ho teñved hag hoc'h ejened evel ma hoc'h eus lavaret, it, ha bennigit ivez ac'hanon.

33 An Ejipsianed a vounte ar bobl da vont kuit buan eus ar vro, rak lavarout a raent: Emaomp holl da vont da vervel.

34 Ar bobl a gemeras eta an toaz a-raok ma voe goet, gant o nevioù-toaz paket en o dilhad war o skoazioù.

35 Mibien Israel a reas hervez komzoù Moizez hag a c'houlennas digant an Ejipsianed traoù arc'hant hag aour ha dilhad.

36 An AOTROU a roas d'ar bobl da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed. Ar re-se a asantas. Hag e tibourc'hjont an Ejipt.


Ermaeziadeg eus bro Ejipt

37 Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez evit Sukkod. Bez' e oant war-dro c'hwec'h kant mil den war droad hep kontañ ar vugale vihan.

38 Un niver bras a ziavaezidi a bignas ivez ganto, kenkoulz ha deñved, ejened ha loened niverus.

39 Hag e poazhjont an toaz o doa degaset eus an Ejipt da ober gwestell hep goell, rak ne oa ket goet, peogwir e oant bet kaset kuit eus an Ejipt hep dale ha n'o doa ket kemeret pourvezioù ganto.

40 Mibien Israel a voe o chom en Ejipt e-pad pevar c'hant ha tregont vloaz.

41 Hag a-benn pevar c'hant ha tregont vloaz, deiz evit deiz, c'hoarvezout a reas penaos holl armeoù an AOTROU a yeas kuit eus bro Ejipt.

42 Un nozvezh eo a zleer lidañ evel ur gouel en enor d'an AOTROU , evit bezañ o zennet eus bro Ejipt. An noz-se a zle bezañ lidet evel ur gouel en enor d'an AOTROU gant mibien Israel a rummadoù da rummadoù.


Kemennadurioù evit ar Pask

43 An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Setu urzhiadur ar Pask: Diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.

44 Diwar-benn pep sklav, den prenet gant arc'hant, te a amdroc'ho anezhañ, ha neuze e tebro dioutañ.

45 Un diavaeziad hag ur goprad ne zebrint ket dioutañ.

46 Debret e vo en un ti hepken, ne gasot ket kig er-maez eus an ti ha ne vo torret askorn ebet dezhañ.

47 Holl vodadenn Israel a raio ar Pask.

48 Pa chomo un diavaeziad ez ti hag a fello dezhañ ober Pask an AOTROU , ra vo amdroc'het pep paotr eus e di; ha neuze e tostaio evit en aozañ hag e vo evel an henvroad, met diamdroc'h ebet ne zebro dioutañ.

49 Bez' e vo an hevelep lezenn evit an henvroad hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

50 Holl vibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.

51 C'hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.

Lean sinn:



Sanasan