Ermaeziadeg 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 Ar walenn diwezhañ a zo kemennet da Faraon 1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Me a lakaio c'hoazh ur walenn da zont war Faraon ha war an Ejipt. Goude-se e lezo ac'hanoc'h da vont kuit ac'hann. 2 Komz ouzh ar bobl, evit ma c'houlenno pep gwaz digant e amezeg ha pep maouez digant hec'h amezegez traoù arc'hant ha traoù aour. 3 An AOTROU a roas d'ar bobl da gavout trugarez dirak an Ejipsianed, ha Moizez zoken a oa bras-meurbet e bro Ejipt dirak daoulagad servijerien Faraon ha dirak daoulagad ar bobl. 4 Moizez a lavaras: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: War-dro hanternoz e tremenin e-kreiz an Ejipt, 5 ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened. 6 Hag e vo garmadennoù bras en holl vro Ejipt, evel ma n'en deus bet biskoazh ha na vo biken heñvel outo. 7 Met e-touez holl vibien Israel, ne vo ket zoken ur c'hi o fiñval e deod, adalek an dud betek al loened, evit ma ouezor an diforc'h a zo lakaet gant an AOTROU etre an Ejipsianed hag Israel. 8 Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da'm c'havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc'h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon. 9 An AOTROU a lavaras da Voizez: Faraon ne selaouo ket ouzhit, evit ma kresko va mirakloù e bro Ejipt. 10 Moizez hag Aaron a reas an holl virakloù-se dirak Faraon. Hag an AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit eus e vro. |