Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10 Gwalenn ar c'hilheien-raden

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon, rak kaletaet em eus e galon ha kalon e servijerien evit lakaat va sinoù en o zouez

2 hag evit ma tisklêrii da'z mab ha da vab da vab an traoù am bo graet war an Ejipsianed hag ar sinoù am bo graet en o c'hreiz, ha ma ouiot ez on me an AOTROU .

3 Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.

4 Rak ma ne fell ket dit o lezel da vont kuit, setu, e kasin warc’hoazh kilheien-raden da zont war da holl zouar.

5 Hag e c'holoint gorre an douar, ha ne c'hallor ket gwelout an douar, hag e tebrint an nemorant a zo manet, ar pezh en deus lezet ar grizilh deoc'h, hag e tebrint an holl wez a gresk en ho parkeier,

6 hag e leugnint da diez, tiez da holl servijerien ha tiez an holl Ejipsianed; ar pezh n'o deus ket gwelet da dadoù, na tadoù da dadoù adalek an deiz ma'z int bet war an douar betek hiziv. Neuze e tistroas hag ez eas kuit eus ti Faraon.

7 Servijerien Faraon a lavaras: Betek pegoulz e vo hemañ ur stign deomp? Lez an dud-se da vont kuit ha ma servijint an AOTROU o Doue. Ha ne welez ket c'hoazh ez eo kollet an Ejipt?

8 Neuze e voe adgalvet Moizez hag Aaron dirak Faraon. Lavarout a reas: Kit, servijit an AOTROU ho Toue. Piv eo ar re holl a yelo?

9 Moizez a respontas: Ni a yelo gant hon tud yaouank ha gant hon tud kozh, gant hor mibien ha gant hor merc'hed, gant hon deñved hag hon ejened; rak evidomp e vo ur gouel d'an AOTROU .

10 Faraon a lavaras: Ra vo an AOTROU ganeoc'h, evel ma ho lezin da vont, c'hwi hag ho pugale vihan! Taolit evezh rak an droug a zo dirazoc'h!

11 Nann, ne vo ket evel-se; kit, c'hwi ar wazed, ha servijit an AOTROU , rak kement-se eo a c'houlennit. Hag e voent kaset kuit a-zirak Faraon.

12 An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war vro Ejipt, evit lakaat ar c'hilheien-raden da zont, ha ma pignint war vro Ejipt, ma tebrint holl c'heot an douar, ar pezh en deus lezet ar grizilh.

13 Moizez a astennas e wialenn war vro Ejipt, hag an AOTROU a zegasas un avel sav-heol e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Ar beure a zeuas, hag avel ar sav-heol en doa degaset ar c'hilheien-raden.

14 Ar c'hilheien-raden a bignas war holl vro Ejipt hag a blavas war holl zouar an Ejipt en un niver gwall vras. A-raok ne oa ket bet un hevelep berniad, na goude ne vo ket.

15 Goleiñ a rejont gorre ar vro holl hag an douar a voe teñvalaet ganto. Hag e tebrjont holl c'heot an douar hag holl frouezh ar gwez en doa lezet ar grizilh, ha ne chomas glazadur ebet d'ar gwez na da c'heot ar parkeier, en holl vro Ejipt.

16 Neuze Faraon a hastas gervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec'het em eus a-enep an AOTROU ho Toue, hag a-enep deoc'h.

17 Met bremañ, pardon va fec'hed, me az ped, evit ar wech-mañ hepken, ha pedit an AOTROU ho Toue, evit ma pellaio diouzhin ar marv-mañ hepken.

18 Moizez a yeas kuit eus ti Faraon hag a bedas an AOTROU .

19 An AOTROU a zegasas un avel kuzh-heol gwall greñv a gasas kuit ar c'hilheien-raden hag o zaolas er Mor Ruz. Ne chomas ket ur c'hilhog-raden war holl zouar an Ejipt.

20 An AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit.


Gwalenn an deñvalijenn

21 An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn etrezek an neñv, evit ma vo teñvalijenn war vro Ejipt kement ken e c'haller he stekiñ.

22 Moizez a astennas eta e zorn etrezek an neñv, hag e voe un deñvalijenn dev war holl vro Ejipt e-pad tri devezh.

23 N'en em wele ket an eil egile ha den ne savas eus lec'h ma oa e-pad tri devezh. Met evit holl vibien Israel e voe sklêrijenn e-lec'h m'edont o chom.

24 Faraon a c'halvas Moizez hag a lavaras: Kit, servijit an AOTROU , ra chomo hepken ho teñved hag hoc'h ejened; ho pugale a yelo ivez ganeoc'h.

25 Moizez a respontas: Te a lakaio da-unan etre hon daouarn peadra d'ober aberzhoù ha loskaberzhoù a ginnigimp d'an AOTROU hon Doue.

26 Hol loened a yelo ivez ganeomp, ne chomo ket un ivin anezho; rak ni a gemero diouto evit servijañ an AOTROU hon Doue, ha n'ouzomp ket gant petra e tleimp servijañ an AOTROU ken na vimp erru eno.

27 An AOTROU a galetaas kalon Faraon, ne fellas ket dezhañ o lezel da vont kuit.

28 Faraon a lavaras: Kae kuit a-zirazon! Diwall da adwelout va dremm, rak an deiz ma adweli va dremm, e varvi.

29 Neuze Moizez a respontas: Lavaret mat ec'h eus: ne adwelin ken da zremm.

Lean sinn:



Sanasan