Ermaeziadeg 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 An Israeliz, sklaved en Ejipt 1 Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt gant Jakob. Dont a rejont pep hini gant e diegezh. 2 Ruben, Simeon, Levi, Juda, 3 Isakar, Zabulon, Benjamin, 4 Dan, Neftali, Gad hag Aser. 5 An holl dud o tiskenn eus Jakob a oa dek ha tri-ugent. Jozef a oa en Ejipt. 6 Jozef a varvas, hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se ivez. 7 Mibien Israel a voe frouezhus hag a greskas. Dont a rejont da vezañ niverusoc'h-niverusañ ha galloudusoc'h-galloudusañ, hag ar vro a voe leun ganto. 8 Sevel a reas war an Ejipt ur roue nevez n'en doa ket anavezet Jozef. 9 Lavarout a reas d'e bobl: Setu, pobl mibien Israel a zo brasoc'h ha galloudusoc'h egedomp. 10 Deomp! Bezomp fur en o c'heñver gant aon na greskfent ha, ma en em gavfe ur brezel bennak, na unanfent gant hon enebourien, na vrezelfent a-enep deomp ha na'z afent er-maez eus ar vro. 11 Lakaat a rejont eta warno mistri-anerioù evit o bec'hiañ gant trevelloù. Evel-se e savjont da Faraon kêrioù Pitom ha Ramsez, evel dastumlec'hioù. 12 Met mui e vec'hient anezho, mui e kreskent hag e fonnent, hag o doe digarantez ouzh mibien Israel. 13 Gant rustoni, an Ejipsianed a lakaas mibien Israel da vezañ sklaved, 14 hag e lakajont o buhez da vezañ c'hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d'ober gant krizderi. 15 Roue an Ejipt a gomzas da amiegezed an Hebreed, a oa anv unan Shifra hag anv eben Pua. 16 Lavarout a reas: Pa wilioudot gwragez an Hebreed ha pa welot anezho war an azezoù, mard eo ur mab, e lazhot anezhañ, mard eo ur plac'h, e lezot anezhi da vevañ. 17 Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ. 18 Roue an Ejipt a c'halvas an amiegezed hag a lavaras: Perak hoc'h eus graet evel-se, hag hoc'h eus lezet ar baotred da vevañ? 19 An amiegezed a respontas da Faraon: N'eo ket gwragez an Hebreed evel an Ejipsianezed; int a zo nerzhus, a-raok ma en em gav an amiegez en o c'hichen, o devez gwilioudet. 20 Doue a reas vad d'an amiegezed, hag ar bobl a greskas hag a zeuas gwall niverus. 21 Dre m'o doa doujet an amiegezed Doue, e roas dezho tiegezhioù. 22 Neuze Faraon a roas an urzh-mañ d'e holl bobl: Taolit er stêr an holl vibien a c'hano, met lezit da vevañ an holl verc'hed. |