Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Efeziz 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6 Bugale ha kerent

1 Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.

2 Enor da dad ha da vamm, ar c’hentañ gourc’hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ:

3 Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.

4 Ha c’hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.


Mevelien ha mistri

5 Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,

6 o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,

7 o servijañ gant karantez an Aotrou ha nann an dud,

8 o c’houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.

9 Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Harnez Doue

10 A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.

11 Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.

12 Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.

13 Dre-se kemerit ganeoc’h harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec’het pep tra, e talc’hot start.

14 Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,

15 en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc’h,

16 krogit dreist-holl skoed ar feiz da c’hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,

17 kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,

18 o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,

19 hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel

20 ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.


Saludoù da glozañ

21 Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.

22 Kaset em eus anezhañ deoc’h evit-se, evit ma ouiot petra a c’hoarvez war-dro deomp ha ma tic’hlac’haro ho kalonoù.

23 Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

24 Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.

Lean sinn:



Sanasan