Efeziz 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Ar baganed a zo kenheritourien 1 Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi ar baganed, 2 mar hoc’h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc’h, 3 penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivañ e nebeut a c’herioù, 4 ha dre eno e c’hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist, 5 ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded, 6 da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel, 7 graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud. 8 Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist 9 hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist, 10 evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel, 11 hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou, 12 ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ. 13 Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar. Karantez an Aotrou 14 Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, 15 a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec’h anv dioutañ, 16 evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh, 17 evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez, 18 e c’hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder, 19 hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue. 20 D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp, 21 dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen. |