Daniel 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 D'ar c'hentañ vloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Goude e skrivas an huñvre, hag e lavaras an traoù pouezusañ. 2 Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neñvoù a savas gant nerzh war ar mor bras. 3 Ha pevar loen bras a bignas eus ar mor, an eil disheñvel diouzh egile. 4 An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ. 5 Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig. 6 Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ. 7 Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa. 8 Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus. 9 Hag e sellis betek ma voe lakaet tronioù ha ma azezas Henaour an deizioù. E zilhad a oa gwenn evel an erc'h, ha blev e benn evel gloan glan. E dron a oa evel flammoù-tan, hag e rodoù evel un tan grizias. 10 Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret. 11 Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoù o teviñ. 12 Diwar-benn al loened all, e voe lamet diganto o mestroniezh, met roet e voe un hirnez a vuhez dezho evit ur c'houlzad hag ur maread. 13 Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ. 14 Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet. 15 Va spered din-me, Daniel, a voe trubuilhet em diabarzh, ha gweledigezhioù va fenn a spontas ac'hanon. 16 Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, hag e c'houlennis digantañ ar wirionez war an holl draoù-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklêriadenn anezho. 17 Ar pevar loen bras-se a zo pevar roue a savo eus an douar, 18 met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken. 19 Neuze e c'hoantais anavezout ar wirionez diwar-benn ar pevare loen, a oa disheñvel diouzh an holl re all hag euzhus-meurbet, a oa e zent en houarn hag e ivinoù en arem, a zebre, a vruzune hag a vac'he gant e dreid ar pezh a vane, 20 ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted. 21 Sellout a ris e rae ar c'horn-se brezel ouzh ar sent hag e trec'he anezho, 22 betek ma teuas Henaour an deizioù, ha ma voe roet ar varn da sent an Uhel-Meurbet, ha ma teuas an amzer evit ar sent da berc'hennañ ar rouantelezh. 23 Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheñvel diouzh an holl rouantelezhioù, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhañ. 24 An dek korn a zo dek roue a savo eus ar rouantelezh-se, hag unan all a savo war o lerc'h, a vo disheñvel diouzh ar re gentañ, hag a izelaio tri roue. 25 Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer. 26 Met dont a raio ar varn, hag e vo lamet digantañ e vestroniezh, evit e zistrujañ hag e lakaat da vervel betek an diwezh. 27 Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ. 28 Amañ ec'h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va soñjoù a spontas ac'hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c'halon. |