Daniel 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezañ en holl rouantelezh, 2 ha dreisto tri ministr, Daniel a oa unan anezho, evit ma rentfe kont dezho ar satraped-se, ha na vefe ar roue diaezet en degouezh ebet. 3 Daniel a voe a-us d'ar vinistred all ha d'ar satraped, dre ma oa ennañ ur spered dreist muzul. Hag ar roue a soñje sevel anezhañ war ar rouantelezh holl. 4 Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi. 5 Ar re-se a lavaras: Ne gavimp netra a-enep an Daniel-se, nemet hag e kakfemp un dra bennak a-enep dezhañ e Lezenn e Zoue. 6 Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken! 7 Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned. 8 Bremañ, o roue, gra an difenn ha sin ar skrid, evit na vo kemmet netra ennañ hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus. 9 Neuze e sinas ar roue Dariuz ar skrid hag an difenn. 10 Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent. 11 Neuze an dud-se a vodadas hag a gavas Daniel o pediñ hag oc'h ober goulennoù digant e Zoue. 12 Hag e tostajont ouzh ar roue hag e lavarjont diwar-benn an difenn roueel: Ha ne'c'h eus ket sinet un difenn penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vefe taolet e foz al leoned? Ar roue a respontas o lavarout: An dra-se a zo gwir, hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus. 13 Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez. 14 Ar roue en doe un displijadur bras o klevout kement-se. Hag e lakaas en e galon dieubiñ Daniel, ha betek ar c'huzh-heol e klaskas e saveteiñ. 15 Met an dud-se a vodadas etrezek ar roue hag a lavaras: O roue! Te a oar ez eo e lezenn ar Veded hag ar Bersed na c'hell ket bezañ kemmet pep difenn pe urzh kavet mat gant ar roue. 16 Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez. 17 Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel. 18 Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket. 19 Ar roue a savas da c'houloù-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned. 20 Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned? 21 Daniel a lavaras d'ar roue: O roue, ra vevi da viken! 22 Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet. 23 Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue. 24 War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern. 25 Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h! 26 Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh. 27 Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned. 28 Daniel a reas berzh dindan ren Dariuz ha dindan ren Kiruz ar Pers. |