Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Daniel 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5

1 Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d'e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec'h evas gwin.

2 Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.

3 Neuze e voe degaset al listri aour a oa bet lamet diouzh an templ, diouzh ti Doue, e Jeruzalem, hag ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed a evas enno.

4 Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.

5 War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.

6 Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.

7 Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.

8 Neuze holl dud fur ar roue a zeuas, met ne c'helljont ket lenn ar skrid, na reiñ e zisklêriadenn d'ar roue.

9 Ar roue Belshazar a voe trubuilhet-meurbet, e zremm a gemmas, e re vras a voe spouronet.

10 Ar rouanez a zeuas e sal ar fest en abeg da gomzoù ar roue hag ar re vras. Ar rouanez a gomzas o lavarout: O roue, ra vevi da viken! Ra ne vi ket trubuilhet gant da soñjoù, ha ra ne vo ket kemmet da zremm.

11 Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,

12 rak kavet e oa ennañ ur spered uhelañ, anaoudegezh ha skiant da zisklêriañ an huñvreoù, da ziskuliañ ar c'hevrinoù ha da ziskoulmañ an traoù diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremañ eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklêriadenn.

13 Neuze Daniel a voe degaset dirak ar roue. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Hag ez out an Daniel-se, a-douez harluidi Juda bet degaset gant ar roue va zad eus Juda?

14 Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.

15 Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.

16 Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.

17 Neuze Daniel a respontas, o lavarout dirak ar roue: Ra chomo da brofoù ganit, ha ro da zonezonoù da unan all, koulskoude e lennin ar skrid d'ar roue hag e roin dezhañ e zisklêriadenn.

18 O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.

19 En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.

20 Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.

21 Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.

22 Ha te Belshazar e vab, ne'c'h eus ket izelaet da galon, petra bennak ma ouies an holl draoù-se.

23 Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.

24 Neuze eo bet kaset eus e berzh al lod dorn-se hag ar skrid a zo bet merket.

25 Setu amañ ar skrid a zo bet merket: MENE MENE TEKEL UFARSIN.

26 Ha setu amañ disklêriadenn ar gerioù: MENE: Doue en deus muzuliet da rouantelezh ha lakaet termen dezhi.

27 TEKEL: pouezet out bet er valañs ha kavet skañv.

28 PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.

29 Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.

30 D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.

31 Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d'an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.

Lean sinn:



Sanasan