Daniel 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h! 2 Kavet eo mat ganin reiñ da anavezout ar sinoù hag ar burzhudoù en deus graet em c'heñver an Doue Uhel-Meurbet. 3 Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad. 4 Me Nebukadnezar a oa sioul em zi, o vleuniañ em falez, 5 ha gwelet em eus un huñvre a spouronas ac'hanon; ar soñjoù am eus bet war va gwele ha gweledigezhioù va fenn am zrubuilhas. 6 Hag eus va ferzh e voe roet an urzh da lakaat da zont dirazon holl dud fur Babilon, evit ma rofent din disklêriadenn an huñvre. 7 Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din. 8 A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoù santel ennañ, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhañ an huñvre. 9 Beltshazar, penn an hudourien, evel ma ouzon emañ spered an doueoù santel ennout ha n'eus netra kuzhet diaes dit, setu gweledigezhioù va huñvre ha lavar din an disklêriadenn anezho. 10 Setu amañ gweledigezhioù va fenn war va gwele: Sellout a raen, ha setu ur wezenn e-kreiz an douar, hag he ment a oa uhel. 11 Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl. 12 He delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neñv a oa o chom en he brankoù; pep kig a veve diwarni. 13 Sellout a raen e gweledigezhioù va fenn war va gwele, ha setu ur gedour, a-douez ar sent, o tiskenn eus an neñv. 14 Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù. 15 Koulskoude lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, met gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier. Ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod eus geot an douar gant al loened. 16 Ra vo e galon den kemmet ha ra vo roet dezhañ ur galon loen, ha ra dremeno warnañ seizh amzer. 17 An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud. 18 Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout. 19 Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien! 20 Ar wezenn ac'h eus gwelet, deuet da vezañ bras ha kreñv, a stoke he lein ouzh an neñvoù, a veze gwelet eus an douar holl, 21 a oa kaer he delioù ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoù laboused an neñv, 22 te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar. 23 Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer, 24 setu amañ disklêriadenn a gement-se, o roue: Urzh an Uhel-Meurbet eo, a zeu war ar roue, o aotrou! 25 Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e vi gant glizh an neñv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ. 26 Ha mard eo bet lavaret lezel ar c'hef gant gwrizioù ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neñv a ren. 27 Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh. 28 An holl draoù-se a c'hoarvezas gant ar roue Nebukadnezar. 29 A-benn daouzek miz, evel ma kerzhe war e balez roueel e Babilon, 30 ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder? 31 Ar ger a oa c'hoazh e genoù ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neñv: Roue Nebukadnezar, disklêriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit. 32 Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ. 33 D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused. 34 Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad. 35 Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet? 36 En amzer-se va skiant-vat a zistroas din, gloar va rouantelezh, va veurded ha va splannder a voe roet en-dro din. Va c'huzulierien ha va re vras am adc'houlennas, hag e voen adlakaet war va rouantelezh, hag ur c'hloar vrasoc'h am eus resevet. 37 Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h. |