Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Daniel 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 D'an eil bloaz eus ren Nebukadnezar, en doe Nebukadnezar huñvreoù. E spered a oa trubuilhet ha ne c'helle ken kousket.

2 Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.

3 Ar roue a lavaras dezho: Bet em eus un huñvre, va spered a zo trubuilhet o klask anavezout an huñvre-mañ.

4 Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.

5 Ar roue a respontas d'ar Galdeiz o lavarout: Ne'm eus ket soñj eus an dra; ma ne roit ket din da anavezout an huñvre hag e zisklêriadenn, e viot lakaet a-dammoù, hag ho tiez a vo lakaet da vezañ ur bern lastez.

6 Met mar diskuliot an huñvre hag e zisklêriadenn, e resevot diganin donezonoù, profoù hag enorioù bras. Diskuilhit din eta an huñvre hag e zisklêriadenn.

7 Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn.

8 Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremañ e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne'm eus ket soñj eus an dra.

9 Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.

10 Ar Galdeiz a respontas d'ar roue o lavarout: N'eus den war an douar a c'hellfe diskuliañ ar pezh a c'houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n'en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet.

11 Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n'eus den hag a c'hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec'h n'emañ ket e-touez ar c'hig.

12 War gement-se, ar roue a yeas droug ennañ hag a fuloras taer, hag e c'hourc'hemennas lakaat d'ar marv holl dud fur Babilon.

13 Ar setañs a voe embannet da lazhañ an dud fur, hag e voe kerc'het Daniel hag e genseurted evit o lakaat d'ar marv.

14 Neuze Daniel a gomzas gant poell ha furnez da Arjok, penn gwarded ar roue, a oa o vont da lakaat d'ar marv tud fur Babilon.

15 Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setañs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.

16 Daniel a yeas hag a bedas ar roue da reiñ amzer dezhañ, hag e rofe an disklêriadenn d'ar roue.

17 Neuze ez eas Daniel d'ar gêr, hag e roas da anavezout an afer da Hanania, da Vishael ha da Azaria, e genseurted,

18 evit ma c'houlennfent truez digant Doue an neñvoù diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d'ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.

19 Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neñvoù.

20 Daniel a gomzas o lavarout: Ra vo benniget anv Doue a-viskoazh ha da viken, rak dezhañ eo ar furnez hag ar galloud!

21 Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.

22 Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.

23 O Doue va zadoù! Da drugarekaat ha da veuliñ a ran, rak ec'h eus roet din furnez ha galloud, hag ec'h eus graet din anavezout bremañ ar pezh hon eus goulennet diganit. Roet ec'h eus deomp da anavezout tra kuzhet ar roue.

24 Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhañ re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outañ evel-henn: Na laka ket d'ar marv tud fur Vabilon, met va c'has da gichen ar roue, hag e roin dezhañ an disklêriadenn.

25 Arjok a gasas buan Daniel da gichen ar roue, hag a gomzas evel-henn: Kavet em eus e-touez harluidi Juda un den a roio an disklêriadenn d'ar roue.

26 Ar roue a gomzas o lavarout da Zaniel, anvet Beltshazar: Hag e vefes barrek da reiñ da anavezout din an huñvre am eus bet hag e zisklêriadenn?

27 Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.

28 Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.

29 O roue! Savet eo soñjoù ennout war da wele diwar-benn ar pezh a c'hoarvezo en amzer da zont, hag an hini a ziskuilh an traoù kuzhet a ro dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo.

30 Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc'h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklêriadenn d'ar roue, ha mac'h anavezfes soñjoù da galon.

31 O roue! Te a selle, ha setu un delwenn vras! Splannder an delwenn vras-se a oa dispar; en he sav e oa dirazout, spontus da welout.

32 Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec'h en arc'hant, he c'hof hag he divorzhed en arem,

33 he divhar en houarn, he zreid lod en houarn ha lod e pri.

34 Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.

35 Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.

36 Setu an huñvre, hag e lavarimp e zisklêriadenn dirak ar roue.

37 O roue! Te eo roue ar rouaned, rak Doue an neñvoù en deus roet dit ar ren, ar galloud, an nerzh hag ar c'hloar.

38 Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.

39 War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.

40 Hag e vo ur bedervet rouantelezh, kreñv evel houarn. An houarn a laka a-dammoù hag a vruzun pep tra, hag evel ma freuz pep tra, hi a lakaio a-dammoù hag a freuzo.

41 Hag evel ma ec'h eus gwelet an treid hag ar bizied lod e pri ha lod en houarn, honnezh a vo ur rouantelezh lodennet. Met bez' e vo enni nerzh an houarn, rak ec'h eus gwelet houarn mesket gant pri.

42 Hag evel ma oa ar bizied treid lod en houarn ha lod e pri, evel-se e vo ar rouantelezh-se kreñv evit ul lod ha dinerzh evit ul lod.

43 Gwelet ec'h eus an houarn mesket gant ar pri, mesket e vint gant had den, met ne vint ket unanet an eil ouzh egile, evel ma ne vesk ket an houarn gant ar pri.

44 En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,

45 evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.

46 Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhañ profoù ha c'hwezhioù-mat.

47 Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.

48 Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.

49 Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.

Lean sinn:



Sanasan