Daniel 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr. 2 Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus. 3 A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken. 4 Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko. 5 Ha me Daniel a sellas, ha setu daou all en em zalc'he en o sav, unan en tu-mañ da ribl ar stêr, hag egile en tu all da ribl ar stêr. 6 Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se? 7 Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn. 8 Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se? 9 Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c'homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh. 10 Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno. 11 Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent. 12 Eürus an hini a c'hortozo hag a zeuio betek mil tri c'hant pemp deiz ha tregont. 13 Met te, kae da'z tiwezh. Diskuizhañ a ri, hag e chomi ez sav evit da lod e dibenn da zeizioù. |