Daniel 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc'he en e gichen, evit e sikour hag e greñvaat. 2 Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan. 3 Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhañ. 4 Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se. 5 Roue ar c'hreisteiz a vo kreñv, met unan eus e bennoù a zeuio da vezañ nerzhusoc'h egetañ hag a reno; e vestroniezh a vo ur vestroniezh vras. 6 A-benn un nebeud bloavezhioù ec'h unanint, ha merc’h roue ar c'hreisteiz a zeuio da gavout roue an hanternoz evit ober ar feur. Met hi ne viro ket nerzh ur vrec'h, na zalc'ho ket, nag he brec'h hec'h-unan. Droukroet e vint, hi, ar re o devo he degaset, he bugel, hag an hini en devo he harpet en amzerioù-se. 7 Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek. 8 Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz. 9 Hennezh a kerzho a-enep rouantelezh ar c'hreisteiz, hag e tistroio d'e vro. 10 Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h. 11 Roue ar c'hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn. 12 Goude bezañ trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se. 13 Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec'h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras. 14 En amzer-se kalz en em savo a-enep roue ar c'hreisteiz, ha tud taer eus da bobl en em savo da gas da benn ar weledigezh, hag e kouezhint. 15 Roue an hanternoz a zeuio, hag a savo tosennoù, hag a dapo kêrioù kreñv. Divrec'h ar c'hreisteiz ne c’hellint ket herzel, nag e bobl a-zibab, rak n'o devo ket an nerzh da herzel. 16 An hini a vo deuet a-enep dezhañ a raio evel m'en devo c'hoant, ha ne vo den da zerc'hel dirazañ. Hag ec'h ehano e bro ar c'hloar, o tistrujañ dre e zorn. 17 Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc'h gant roue ar c'hreisteiz. Hag e roio dezhañ e verc'h evit e goll. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhañ. 18 Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ. 19 Goude e troio e zremm etrezek kreñvlec’hioù e vro, hag e vrañsello, e kouezho, ha ne vo ket kavet ken. 20 En e lec'h e savo unan all a gaso un tailhanter da lec'h ar c'hloar eus ar rouantelezh. A-benn nebeud deizioù e vo bruzunet, ha ne vo na dre gounnar na dre vrezel. 21 En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù. 22 Nerzhoù al liñvadenn a vo beuzet a-zirazañ, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev. 23 Met goude an emglev graet gantañ, e raio gant touellerezh, hag e pigno, hag e vo kreñv gant nebeut a dud. 24 Dont a raio peoc'hiek war zouaroù druz ar proviñs, hag e raio ar pezh n'o deus ket graet e dadoù, na tadoù e dadoù. An diwisk, ar preizh hag ar madoù a skigno en o zouez, hag ec'h ijino divizoù a-enep ar c’hreñvlec’hioù, ha kement-se e-pad un amzer. 25 Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c'hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c'hreisteiz a yelo d'ar brezel gant un arme vras ha kreñv-meurbet, met ne zalc'ho ket, dre ma vo savet iriennoù en e enep. 26 Ar re a zebr meuzioù e daol en bruzuno, e arme a vo beuzet, ha kalz a dud a gouezho gloazet d'ar marv. 27 An daou roue o devo o c'halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh. 28 Distreiñ a raio d'e vro gant pinvidigezhioù bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio d'e vro. 29 D'ar c'houlz merket e tistroio a-nevez da zont a-enep ar c'hreisteiz, met ar wech-mañ ne vo ket evel ar wech kentañ. 30 Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel. 31 Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har. 32 Hag e touello ar re a dorr an emglev en ur lubaniñ anezho. Met pobl ar re a anavez o Doue a vo kalonek hag a oberio. 33 Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met kouezhañ a raint dre ar c'hleze, dre ar flamm, dre an dalc'herezh ha dre ar preizherezh, e-pad deizioù. 34 Pa gouezhint e vint skoazellet gant un nebeud sikour, met kalz a unano ganto dre bilpouzerezh. 35 Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket. 36 Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo. 37 Ne zalc'ho ket kont eus doueoù e dadoù nag eus karantez ar maouezed, ne zalc'ho kont eus doue ebet, rak en em uhelaio dreist pep tra. 38 Met ec'h enoro doue ar c'hreñvlec'hioù en o lec'h, un doue dianavezet gant e dadoù, a enoro gant aour, arc'hant, mein prizius ha traoù c'hoantus. 39 Hag e labouro evel-se a-enep difennoù ar c'hreñvlec'hioù gant un doue estren, ha d'ar re a anavezo anezhañ, e kresko o gloar, o lakaio da ren war galz, hag e lodenno dezho ar vro da c'hopr. 40 Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno. 41 Dont a raio da vro ar c'hloar, ha kalz a gouezho. Met ar re-mañ a dec'ho diouzh e zorn: Edom, Moab ha re bennañ mibien Ammon. 42 Astenn a raio e zorn war ar broioù, ha bro Ejipt ne dec'ho ket. 43 Hag e vo mestr war an teñzorioù aour hag arc'hant, ha war holl draoù prizius an Ejipt. Al Libiz hag an Etiopiz a vo war e lerc'h. 44 Met keleier eus ar sav-heol hag eus an hanternoz a zeuio d'e drubuilhañ, hag e yelo er-maez gant ur fulor bras evit distrujañ ha kas da get kalz. 45 Hag e savo teltennoù e balez etre ar morioù, ouzh ar menez santel glorius. Koulskoude e teuio d'e ziwezh, ha den ne sikouro anezhañ. |