Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Daniel 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.

2 En amzer-se, me, Daniel, a voe e kañv e-pad teir sizhunvezh.

3 Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoù, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.

4 D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz kentañ, e oan war ribl ar stêr vras Hiddekel,

5 hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.

6 E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez.

7 Me, Daniel va-unan, a welas ar weledigezh, hag an dud a oa ganin ne weljont ket ar weledigezh, met ur spont bras a gouezhas warno hag e tec'hjont da guzh.

8 Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.

9 Hag e klevis mouezh e gomzoù, ha pa em boe o c'hlevet e kouezhis war va dremm o kousket, va dremm d'an douar.

10 Ha setu un dorn a stokas ouzhin hag a reas din en em lakaat war va daoulin ha war balvoù va dorn.

11 Hag e lavaras din: Daniel, den karet-mat, kompren ar c'homzoù a lavaran dit ha chom ez sav, rak bremañ ez on bet kaset da'z kavout. P'en doe lavaret ar c'homzoù-se din, en em zalc'his em sav en ur grenañ.

12 Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.

13 Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.

14 Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.

15 E-pad ma lavare ar c'homzoù-se din, e talc'hen va dremm troet d'an douar hag e chomen mut.

16 Ha setu, unan bennak heñvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloù. Neuze e tigoris va genoù hag e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.

17 Penaos e c'hellfe servijer va aotrou komz gant va aotrou, bremañ n'eus ken ennon nerzh ebet, ha ne chom anal ebet ganin?

18 Neuze an hini en doa neuz un den a stokas ouzhin a-nevez hag am c'hreñvaas.

19 Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreñvaet ec'h eus.

20 Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.

21 Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.

Lean sinn:



Sanasan