Daniel 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 D'an trede bloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi. 2 An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue. 3 Ar roue a c'hourc'hemennas da Ashpenaz, penn e spazhidi, degas dezhañ, a-douez mibien Israel a ouenn roueel pe a uhelouenn, 4 paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz. 5 Ar roue a roas dezho ul lodenn bemdeziek eus meuzioù ar roue hag eus ar gwin a eve, evit ma vefent desavet e-pad tri bloaz, ha ma en em zalc'hfent dirak ar roue goude-se. 6 Hag e oa en o zouez mibien Juda: Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. 7 Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego. 8 Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ. 9 Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi. 10 Penn ar spazhidi a lavaras da Zaniel: Aon am eus rak ar roue va mestr, rak urzhiet en deus ar pezh a zebrot hag ar pezh a evot. Perak eta e welfe ho tremmoù morlivet muioc'h eget re an dud yaouank a oad ganeoc'h, hag e lakafec'h va fenn en riskl e-keñver ar roue? 11 Daniel a lavaras da Velzar, a oa bet lakaet gant penn ar spazhidi war Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. 12 Amprou da servijerien e-pad dek deiz, ha ra vo roet deomp legumaj da zebriñ ha dour da evañ. 13 Goude-se e selli ouzh hon dremmoù hag ouzh dremmoù an dud yaouank a zebr meuzioù ar roue. Neuze e ri da'z servijerien hervez ma ez po gwelet. 14 Hag e selaouas outañ, hag ec'h amprouas anezho e-pad dek devezh. 15 A-benn an dek devezh e voe gwelet e oa gwelloc'h o dremmoù ha lartoc'h o c'horfoù eget an holl dud yaouank a zebre meuzioù ar roue. 16 Evel-se e lame Melzar ul lodenn eus o meuzioù hag o gwin lakaet da evañ, hag e roe dezho legumaj. 17 Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre. 18 A-benn an deizioù merket gant ar roue evit ma vefent degaset dezhañ, penn ar spazhidi a zegasas anezho dirak Nebukadnezar. 19 Ar roue a gomzas ganto, hag en o zouez holl ne oa hini ebet evel Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. Hag en em zalc'hjont dirak ar roue. 20 E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh. 21 Evel-se e voe Daniel betek kentañ vloaz ar roue Kiruz. |