Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9 Abimelek

1 Abimelek mab Jerubbaal a yeas da Sichem da gavout breudeur e vamm, hag e komzas outo hag ouzh holl diegezh tad e vamm o lavarout:

2 Mar plij, roit da anavezout ar c'homzoù-mañ da holl bennoù Sichem: Petra a zo gwelloc'h evidoc'h, e renfe warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerubbaal, pe e renfe warnoc'h un den hepken? Ho pet soñj ez on hoc'h askorn hag ho kig.

3 Breudeur e vamm a lavaras eus e berzh an holl gomzoù-se da skouarn pennoù Sichem. Hag o c'halon a voe tuet war-zu Abimelek, rak lavarout a rejont: Hor breur eo.

4 Hag e rojont dezhañ dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.

5 Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.

6 Holl bennoù Sichem en em zastumas, gant holl di Milho, hag e teujont da ober Abimilek roue, e-kichen an dervenn a oa e Sichem.

7 Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!

8 Ar gwez a yeas da oleviñ warno ur roue, hag e lavarjont d'an olivezenn: Ren warnomp.

9 Met an olivezenn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va eoul, ma vez enoret drezañ Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?

10 Hag ar gwez a lavaras d'ar fiezenn: Deus-te, ha ren warnomp.

11 Met ar fiezenn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va douster ha va frouezh mat, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?

12 Hag ar gwez a lavaras d'ar winienn: Deus-te, ha ren warnomp.

13 Met ar winienn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va gwin mat, a laouena Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?

14 Hag an holl wez a lavaras d'ar spernenn: Deus-te, ha ren warnomp.

15 Hag ar spernenn a lavaras d'ar gwez: Ma'z eo gant gwirionez ec'h olevit ac'hanon da roue warnoc'h, deuit hag en em lakait dindan va skeud, anez ra zeuio an tan eus ar spern ha ra zevo sedrez al Liban.

16 Ha bremañ, daoust hag hoc'h eus graet gant gwirionez hag eeunder o lakaat Abimelek da roue? Daoust hag eo mat ar pezh hoc'h eus graet e-keñver Jerubbaal hag e-keñver e di? Daoust hag hoc'h eus graet dezhañ hervez ar pezh o deus graet e zaouarn?

17 Va zad en deus brezelet evidoc'h, lakaet en deus e vuhez en arvar, ha dieubet en deus ac'hanoc'h eus dorn Madian.

18 Met c'hwi a zo en em savet hiziv a-enep ti va zad, lazhet hoc'h eus war un hevelep maen e vibien, dek den ha tri-ugent, ha lakaet hoc'h eus da roue war bennoù Sichem Abimelek, mab e vatezh, dre ma'z eo ho preur.

19 Ma'z eo gant gwirionez hag eeunder ar pezh hoc'h eus graet e-keñver Jerubbaal hag e-keñver e di, ra vo Abimelek ho levenez, ha ra viot ivez hec'h hini,

20 anez ra zeuio an tan eus Abimelek ha ra zevo pennoù Sichem ha ti Milho, ha ra zeuio an tan eus pennoù Sichem hag eus ti Milho ha ra zevo Abimelek!

21 Neuze Jotam en em dennas hag a dec'has. Mont a reas da Veer, hag e chomas eno, pell diouzh Abimelek e vreur.

22 Abimelek a renas tri bloaz war Israel.

23 Ha Doue a gasas un drouk-spered etre Abimelek ha pennoù Sichem. Pennoù Sichem a voe difeal ouzh Abimelek,

24 evit ma tistroio ar feulster e-keñver dek ha tri-ugent mab Jerubbaal hag o gwad war Abimelek o breur, en doa o lazhet, ha war bennoù Sichem o doa e sikouret da lazhañ e vreudeur.

25 Pennoù Sichem a lakaas e spi a-enep dezhañ war-lein ar menezioù tud a breizhjont kement hini a dremene dre an hent a-biou dezho. Kement-se a voe kontet da Abimelek.

26 Gaal mab Ebed a zeuas gant e vreudeur hag ez ejont betek Sichem. Pennoù Sichem a fizias ennañ.

27 Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.

28 Gaal mab Ebed a lavaras: Piv eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servijfemp anezhañ? Ha n'eo ket mab Jerubbaal? Ha n'eo ket Zebul e gargad? Servijit tud Hamor tad Sichem, met perak e servijfemp hennezh?

29 Ma em bije ar bobl-se dindan va dorn, e kasfen kuit Abimelek. Hag e lavaras da Abimelek: Kresk da arme ha deus!

30 Zebul, gouarnour kêr, a glevas komzoù Gaal mab Ebed, hag e fulor en em danas.

31 Hag e kasas gant preder kannaded da gavout Abimilek, evit lavarout dezhañ: Setu Gaal mab Ebed hag e vreudeur a zo deuet e Sichem, hag e savont kêr a-enep dit.

32 Bremañ eta, sav e-pad an noz, te hag ar bobl a zo ganit, hag en em laka e spi war ar maez;

33 ha da vintin, pa sav an heol, e savi hag e teui da gouezhañ war gêr; neuze eñ hag ar bobl a zo gantañ a yelo ez enep, ha te a raio dezho evel ma c'helli.

34 Abimelek hag an holl bobl a oa gantañ a savas hag a yeas e-pad an noz d'en em lakaat e spi a-enep Sichem e pevar strollad.

35 Gaal mab Ebed a yeas er-maez hag en em zalc'has ouzh dor kêr. Neuze Abimilek hag an holl bobl a oa gantañ a savas eus ar spi.

36 Gaal, o welout ar bobl-se, a lavaras da Zebul: Setu ur bobl o tiskenn eus lein ar menezioù. Ha Zebul a lavaras: Gwelout a rez skeud ar menezioù e-giz ma vefe tud.

37 Gaal a gomzas adarre o lavarout: Sell, setu ur bobl o tiskenn eus krec'hioù ar vro, hag ur strollad a zeu dre hent dervenn an hudsteredourien.

38 Zebul a lavaras: Pelec'h emañ bremañ da vrabañserezh pa lavare: Piv eo Abimelek, ma servijfemp anezhañ? Ha n'emañ ket aze ar bobl a zisprizes? Kae bremañ d'ober brezel en o enep!

39 Neuze Gaal a yeas er-maez en ur ren pennoù Sichem, hag en em gannas ouzh Abimelek.

40 Abimelek a redas war e lerc'h, evel ma tec'he dirazañ; ha kalz a gouezhas marv betek toull an nor.

41 Abimelek a chomas en Aruma. Zebul a gasas kuit Gaal hag e vreudeur, na c'helljont ket chom e Sichem.

42 Antronoz ez eas ar bobl d'ar parkeier, ha kement-se a voe lavaret da Abimelek.

43 Hemañ a gemeras tud a lodennas e tri strollad, hag o lakaas e spi er parkeier. O vezañ gwelet e teue pobl eus kêr, e savas a-enep dezho hag e tisc'hreas anezho.

44 Abimelek hag ar strollad a oa gantañ a yeas war-raok hag en em zalc'has ouzh toull dor kêr. An daou strollad all en em daolas war an holl re a oa er-maez hag o disc'hreas.

45 Abimelek a vrezelas a-enep kêr e-pad an holl zevezh-se, hag e tapas kêr, hag e lazhas ar bobl a oa enni. Goude-se e peurziskaras kêr hag e hadas holen warni.

46 Hag holl bennoù Tour Sichem, o vezañ anavezet kement-se, en em dennas e kreñvlec'h ti an doue Berid.

47 Lavaret e voe da Abimelek e oa dastumet pennoù Tour Sichem.

48 Abimelek a bignas war Venez Salmon, eñ hag an holl bobl a oa gantañ. Abimelek a gemeras en e zorn ur vouc'hal hag a droc'has skourr ur wezenn, en lakaas war e skoaz, hag e lavaras d'ar bobl a oa gantañ: Ha gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet? Hastit ober eveldon.

49 Troc'hañ a rejont eta pep hini anezho ur skourr hag e heuilhjont Abimelek, hag e lakajont anezho ouzh ar c'hreñvlec'h, en ur lakaat ar c'hreñvlec'h en tan. Holl dud Tour Sichem a varvas evel-se, war-dro mil den, gwersed ha merc'hed.

50 Abimelek a yeas da Debez, hag e kampas a-enep Tebez hag he zapas.

51 Bez' e oa e-kreiz kêr un tour kreñv, e-lec'h en em dennas holl wersed, holl verc'hed hag holl bennoù kêr. O vezañ serret an nor war o lerc'h, e pignjont war doenn an tour.

52 Abimelek a zeuas betek an tour da arsailhañ anezhañ, hag e tostaas ouzh dor an tour evit hec'h entanañ.

53 Met ur vaouez a daolas ur maen war benn Abimelek hag a frikas e glopenn dezhañ.

54 Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.

55 Tud Israel, o welout e oa marvet Abimelek, a yeas pep hini d'e di.

56 Doue a lakaas da gouezhañ war Abimelek an droug en doa graet d'e dad en ur lazhañ e zek breur ha tri-ugent.

57 Doue a lakaas da gouezhañ war benn tud Sichem an holl zroug o doa graet. Evel-se e teuas warno mallozh Jotam mab Jerubbaal.

Lean sinn:



Sanasan