Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8 Kendalc'h istor Gedeon

1 Tud Efraim a lavaras dezhañ: Petra eo an dra-mañ ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhañ.

2 Lavarout a reas dezho: Petra am eus graet e-skoaz ganeoc'h? Raspaerezh Efraim, ha n'eo ket gwelloc'h eget mendem Abiezer?

3 Doue en deus lakaet en ho taouarn renerien Vadian Oreb ha Zeeb. Petra am eus gallet ober e-skoaz ganeoc'h? O spered a voe sioulaet p'en doe lavaret kement-se.

4 Gedeon a erruas d'ar Jordan hag a dreuzas anezhañ gant an tri c'hant den a oa gantañ; skuizh e oant o redek.

5 Lavarout a reas da dud Sukkod: Roit baraennoù mar plij d'an dud a heuilh ac'hanon, rak skuizh int, hag e redin war-lerc'h Zebak ha Zalmuna rouaned Madian.

6 Renerien Sukkod a lavaras: Hag emañ dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z arme?

7 Gedeon a lavaras: Ac'hanta! P'en devo lakaet an AOTROU Zebak ha Zalmuna em dorn, me a rogo ho kig gant spern ar gouelec'h ha gant askol.

8 Goude ez eas ac'hane da Benuel, hag e komzas en hevelep doare. Tud Penuel a respontas dezhañ evel m'o doa graet tud Sukkod.

9 Hag e lavaras ivez da dud Penuel: Pa zistroin e peoc'h, me a ziskaro an tour-se.

10 Zebak ha Zalmuna a oa e Karkor, hag o arme ganto, war-dro pemzek mil den, kement holl hag a vane eus arme mibien ar reter, rak bez' e oa kant ugent mil den o tennañ ar c'hleze hag a oa kouezhet.

11 Gedeon a bignas dre hent ar re a zo o chom dindan teltennoù, e sav-heol Nobak ha Jogbeha, hag e trec'has ar c'hamp. Ar c'hamp en em grede e surentez.

12 Zebak ha Zalmuna a dec'has; eñ a redas war o lerc'h, a dapas daou roue Madian Zebak ha Zalmuna, hag a zisparfoeltras an holl gamp.

13 Gedeon mab Joaz a zistroas eus an emgann dre grec'h Herez.

14 Hag e tapas ur paotr yaouank a-douez tud Sukkod, hag e c'houlennatas anezhañ. Hemañ a roas dezhañ dre skrid anvioù renerien Sukkod hag e henaourien, seitek den ha tri-ugent.

15 Dont a reas da gavout tud Sukkod hag e lavaras: Setu Zebak ha Zalmuna, va dismegañset hoc'h eus diwar o fenn o lavarout: Hag emañ dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z tud skuizhet?

16 Kemer a reas henaourien kêr, ha spern ar gouelec'h hag askol, hag e kelennas anezho ganto.

17 Diskar a reas ivez tour Penuel, hag e lakaas d'ar marv tud kêr.

18 Neuze e lavaras da Zebak ha Zalmuna: Penaos e oa an dud hoc'h eus lazhet war an Tabor? Respont a rejont: Eveldout e oant, pep hini anezho a oa heñvel ouzh mab ur roue.

19 Hag e lavaras: Va breudeur e oant, mibien va mamm. An AOTROU a zo bev, ma ho pije lezet dezho o buhez, ne'm bije ket ho lazhet.

20 Hag e lavaras da Jeter e gentañ-ganet: Sav ha lazh anezho! Met ar paotr yaouank ne dennas ket e gleze, dre m'en doa aon, rak ur paotrig yaouank e oa c'hoazh.

21 Zebak ha Zalmuna a lavaras: Sav te da-unan ha sailh warnomp! Rak evel ma'z eo an den, eo e nerzh. Gedeon a savas hag a lazhas Zebak ha Zalmuna. Hag e kemeras ar bragerizoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.

22 Tud Israel a lavaras da C'hedeon: Ren warnomp, te ha da vab ha mab da vab, rak hon dieubet ec'h eus diouzh dorn Madian.

23 Gedeon a lavaras: Me ne renin ket warnoc'h, ha va mab ne reno ket warnoc'h, an AOTROU eo a reno warnoc'h.

24 Gedeon a lavaras: Un dra a c'houlennin diganeoc'h: Roit din pep hini ac'hanoc'h lagadennoù e breizh. Rak an enebourien o doa lagadennoù aour, dre ma oant Ismaeliz.

25 Hag e respontjont: Ni o roio a-youl-vat. Oc'h astenn ur vantell, e taolas enni pep hini anezho lagadennoù e breizh. 26 Pouez al lagadennoù aour en doa goulennet a oa mil seizh kant sikl aour, hep kontañ ar bragerizoù, ar c'hloc'higoù-skouarn, an dilhad tane a oa war rouaned Madian, hag hep kontañ kelc'hennoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.

26 Pouez al lagadennoù aour en doa goulennet a oa mil seizh kant sikl aour, hep kontañ ar bragerizoù, ar c'hloc'higoù-skouarn, an dilhad tane a oa war rouaned Madian, hag hep kontañ kelc'hennoù a oa ouzh gouzougoù o c'hañvaled.

27 Gedeon a reas gant-se un efod, hag e lakaas anezhañ en e gêr en Ofra. Holl Israel a zeuas eno d'en em reiñ d'ar gasterezh war e lerc'h, hag e voe ur pech evit Gedeon hag evit e di.

28 Madian a voe izelaet dirak mibien Israel, ha ne savas ken e benn. Ar vro a voe e peoc'h e-pad daou-ugent vloaz e deizioù Gedeon.

29 Jerubbaal mab Joaz a zeuas en-dro da chom en e di.

30 Gedeon en doe dek mab ha tri-ugent, deuet eus e gorf, rak meur a wreg en doe.

31 E serc'h a oa e Sichem a c'hanas dezhañ ur mab, hag e voe anvet Abimelek.

32 Ha Gedeon mab Joaz a varvas en ur gozhni vat. Sebeliet e voe e bez Joaz e dad, en Ofra an Abiezeriz.

33 Goude ma voe marvet Gedeon, mibien Israel a zistroas adarre hag en em roas d'ar gasterezh war-lerc'h ar Baaloù, hag e kemerjont evito Baal-Berid da zoue.

34 Evel-se mibien Israel n'o doe ket soñj eus an AOTROU o Doue, en doa o dieubet eus dorn o holl enebourien tro-dro.

35 Ha ne ziskouezjont trugarez ebet e-keñver ti Jerubbaal-Gedeon, goude an holl vad en doa graet da Israel.

Lean sinn:



Sanasan