Ar Varnerien 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 Trec'h Gedeon war ar Vadianiz 1 Jerubbaal, hag a zo Gedeon, gant an holl bobl a oa gantañ, a savas beure mat, hag e kampjont e-kichen feunteun Harod. Kamp Madian a oa etrezek an hanternoz, war-zu krec'h More, en draonienn. 2 An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo ganit a zo re niverus evit ma lakafen Madian en o daouarn; Israel a dennfe gloar em enep en ur lavarout: Va dorn eo en deus va dieubet! 3 Bremañ eta embann kement-mañ ouzh divskouarn ar bobl en ur lavarout: An hini a zo spontik hag en deus aon, ra zistroio ha ra bellaio gant frankiz diouzh menez Galaad. Daou vil warn-ugent a-douez ar bobl a zistroas, hag e vanas dek mil anezho. 4 An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo c'hoazh re niverus; laka anezho da ziskenn betek an dour, hag eno me a zispartio anezho; an hini ma lavarin dit: Hemañ a yelo ganit, a yelo, hag an hini ma lavarin dit: Hemañ ned aio ket ganit, ned aio ket. 5 Lakaat a reas ar bobl da ziskenn betek an dour, hag an AOTROU a lavaras da C'hedeon: Piv bennak a lapo dour gant e deod evel ma lap ur c'hi a laki a-gostez, hag e lami anezho digant ar re a blego war o daoulin evit evañ. 6 Niver ar re a lape dour en o daouarn evit e gas d'o genoù a voe tri c'hant den. An nemorant eus ar bobl a blegas war o daoulin evit evañ dour. 7 An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Gant an tri c'hant den o deus lapet e tieubin ac'hanoc'h hag e lakain Madian ez torn. Ra ez aio an holl bobl, pep hini d'e lec'h. 8 Ar bobl a gemeras bevañs en o daouarn hag o shofaroù. Eñ a gasas kuit holl dud Israel, pep hini d'e deltenn, hag e talc'has an tri c'hant den. Kamp Madian a oa izeloc'h egetañ en draonienn. 9 E-pad an noz an AOTROU a lavaras dezhañ: Sav, diskenn d'ar c'hamp, rak e lakaet em eus ez torn. 10 Ma ec'h eus aon da ziskenn da-unan, diskenn gant Pura da servijer d'ar c'hamp. 11 Hag e klevi ar pezh a lavarint ha da zaouarn a vo nerzhet; diskenn d'ar c'hamp. Diskenn a reas eta gant Pura e servijer, betek gward a-raok ar c'hamp. 12 Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho. 13 Gedeon a erruas, ha setu ma oa un den o kontañ d'e genseurt un huñvre, hag e lavare: Setu em eus graet un huñvre, ur wastell bara heiz a ruilhe e kamp Madian, hag o vezañ deuet betek an deltenn, e skoas outi en doare ma'z eo bet kouezhet, distroet a-du da du, ha diskaret. 14 E genseurt a respontas hag a lavaras: N'eo kement-se nemet kleze Gedeon mab Joaz, den Israel. Doue en deus lakaet Madian hag ar c'hamp-mañ en e zorn. 15 P'en doe klevet Gedeon displegadur an huñvre hag e ster, e stouas hag e tistroas da gamp Israel, hag e lavaras: Savit, rak an AOTROU en deus lakaet kamp Madian en ho torn. 16 Neuze e lodennas an tri c'hant den e tri strollad, hag e lakaas ur shofar e dorn pep hini anezho gant podoù goullo ha gouloù er podoù, 17 hag e lavaras dezho: Sellit ouzhin ha grit evel ma rin; pa vin erru e penn ar c'hamp, grit evel ma rin. 18 Pa sonin gant ar shofar, me hag an holl re a zo ganin, e sonot ivez gant ar shofar tro-dro d'ar c'hamp, hag e lavarot: Evit an AOTROU hag evit Gedeon! 19 Gedeon hag ar c'hant den a oa gantañ a zeuas da benn ar c'hamp, e deroù beilhadenn an hanternoz. Edont o paouez lakaat ar warded. Seniñ a rejont gant o shofaroù hag e torrjont ar podoù a oa en o daouarn. 20 An tri strollad a sonas gant ar shofaroù hag a dorras ar podoù, en ur gemer ar gouloù en o dorn kleiz hag ar shofaroù a sonent ganto en o dorn dehou, hag e krijont: Ar c'hleze evit an AOTROU hag evit Gedeon! 21 Hag en em zalc'hjont pep hini en e lec'h tro-dro d'ar c'hamp, hag holl re ar c'hamp en em lakaas da redek, da leuskel kriadennoù ha da dec'hout. 22 An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad. 23 Tud Israel, eus Neftali, eus Aser hag eus Manase en e bezh, en em zastumas hag a redas war-lerc'h Madian. 24 Gedeon a gasas kannaded da holl venez Manase, o lavarout: Diskennit en arbenn da Vadian ha tapit doureier ar Jordan en o raok betek Bet-Bara. Tud Efraim en em zastumas hag a dapas doureier ar Jordan betek Bet-Bara. 25 Hag e tapjont daou rener Madian: Oreb ha Zeeb. Hag e lazhjont Oreb e Roc'h Oreb hag e lazhjont Zeeb e Gwaskell Zeeb. Hag e redjont war-lerc'h Madian, hag e tegasjont pennoù Oreb ha Zeeb da C'hedeon en tu all d'ar Jordan. |