Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6 Gedeon

1 Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn Madian e-pad seizh vloaz.

2 Dorn Madian a voe galloudus a-enep Israel. En abeg d'ar Vadianiz, mibien Israel a reas kevioù er menezioù, ha mougevioù ha kreñvlec'hioù.

3 P'en doa hadet Israel, e pigne Madian gant Amalek ha mibien ar reter, hag e pignent a-enep dezhañ.

4 Hag e kampent a-enep dezhañ, hag e tistrujent eostoù ar vro betek Gaza, ha ne lezent ket bevañs en Israel, na dañvad nag ejen nag azen.

5 Rak pignat a raent gant o zropelloù hag o zeltennoù, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujañ.

6 Israel a zeuas da vezañ gwall baour en abeg da Vadian, ha mibien Israel a grias etrezek an AOTROU.

7 Pa grias mibien Israel etrezek an AOTROU diwar-benn Madian,

8 an AOTROU a gasas ur profed da gavout mibien Israel; eñ lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ho lakaet em eus da bignat er-maez eus an Ejipt, tennet em eus ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh,

9 dieubet em eus ac'hanoc'h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn ar re holl ho mac'he, o c'haset em eus kuit dirazoc'h, roet em eus deoc'h o bro,

10 ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoù an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.

11 Ael an AOTROU a zeuas hag a azezas dindan an dervenn a oa en Ofra hag a oa da Joaz an Abiezerad. Gedeon e vab a zorne an ed er waskell, evit e guzhat a-zirak Madian.

12 Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhañ hag a lavaras: An AOTROU a zo ganit, brezelour kadarn!

13 Gedeon a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Mar emañ an AOTROU ganeomp, perak eta eo c'hoarvezet an holl draoù-se ganeomp? Pelec'h emañ an holl vurzhudoù o deus komzet hon tadoù diwar o fenn evel-henn: An AOTROU, ha n'en deus ket hol lakaet da bignat eus an Ejipt? Rak bremañ an AOTROU en deus hon dilezet hag hol lakaet etre daouarn ar Vadianiz.

14 An AOTROU a sellas outañ hag a lavaras: Kae gant an nerzh ac'h eus, hag e tieubi Israel eus dorn ar Vadianiz. Ha n'eo ket me an hini a gas ac'hanout?

15 Hag e lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Gant petra e tieubin Israel? Setu, va milier ha va ziegezh a zo ar re baourañ e Manase, ha me eo ar bihanañ e ti va zad.

16 An AOTROU a lavaras: Dre ma vin ganit, te a bilo ar Vadianiz evel un den hepken.

17 Hag e lavaras dezhañ: Mar em eus kavet gras dirak da zaoulagad, ro din ur sin eo te a gomz ouzhin;

18 na bella ket ac'hann betek ma teuin en-dro da'z kavout, ha ma tegasin va frof, ha ma em bo e lakaet dirazout. Hag e lavaras: Chom a rin ken na zistroi.

19 Gedeon a yeas en ti da fichañ ur menn-gavr ha gwestell hep goell gant un efa bleud. Lakaat a reas ar c'hig en ur baner, ar soubenn en ur pod, hag o degasas dindan an dervenn d'o c'hinnig.

20 Ael an AOTROU a lavaras dezhañ: Kemer ar c'hig hag ar gwestell hep goell, ha laka anezho war ar roc'h-se. Hag e reas evel-se.

21 Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.

22 Gedeon a welas e oa ael an AOTROU hag a lavaras: Siwazh, Aotrou AOTROU! Rak gwelet em eus ael an AOTROU dremm ouzh dremm.

23 An AOTROU a lavaras dezhañ: Bez e peoc'h! Na'z pez ket aon, ne varvi ket.

24 Eno e savas Gedeon un aoter d'an AOTROU, hag e c'halvas anezhi: AOTROU a beoc'h. Emañ c'hoazh hiziv en Ofra, war diriad Abiezer.

25 En noz-se, an AOTROU a lavaras dezhañ: Kemer kole yaouank da dad hag un eil kole a seizh vloaz, diskar aoter Baal a zo da'z tad, ha troc'h hec'h ashera.

26 Sav un aoter d'an AOTROU da Zoue war veg ar roc'h kreñv-mañ en un doare dereat, kemer an eil kole, ha kinnig anezhañ e loskaberzh gant koad an ashera az po troc'het.

27 Gedeon a gemeras dek gwaz e-touez e servijerien, hag e reas evel m'en doa lavaret an AOTROU. Hag evel m'en doa aon rak ti e dad ha tud kêr ma rafe kement-se e-pad an deiz, henn reas da noz.

28 Pa savas tud kêr abred diouzh ar beure, setu ma oa diskaret aoter Baal ha troc'het hec'h ashera, hag an eil kole a oa kinniget e loskaberzh war an aoter a oa bet savet.

29 Hag e lavarjont an eil d'egile: Piv en deus graet kement-se? Hag e c'houlennjont hag e klaskjont, hag e voe lavaret dezho: Gedeon mab Joaz en deus graet kement-se.

30 Tud kêr a lavaras da Joaz: Laka da vab da zont er-maez ha ma varvo, rak diskaret en deus aoter Baal ha troc'het hec'h ashera.

31 Joaz a lavaras d'ar re holl a gomze outañ: Ha deoc'h eo da sevel a-du gant Baal? Ha deoc'h eo d'e saveteiñ? Piv bennak a savo a-du gant Baal a vo lakaet d'ar marv a-benn ar mintin. Mard eo Doue, ra en em zifenno e-unan, o vezañ m'eo bet diskaret e aoter.

32 En deiz-se e voe anvet Jerubbaal, en ur lavarout: Ra en em zifenno Baal outañ, o vezañ ma en deus diskaret e aoter.

33 An holl Vadianiz hag an Amalekited ha mibien ar reter en em zastumas, hag a dremenas ar Jordan, hag a gampas e traonienn Jizreel.

34 Spered an AOTROU a wiskas Gedeon, hag e sonas gant ar shofar; hag e teuas an Abiezeriz war e lerc'h.

35 Kas a reas ivez kannaded da holl Vanase, hag e teuas hemañ ivez war e lerc'h. Neuze e kasas kannaded da Aser, da Zabulon ha da Neftali, hag e pignjont en arbenn dezho.

36 Gedeon a lavaras da Zoue: Mar fell dit dieubiñ Israel dre va dorn, evel ma ec'h eus lavaret,

37 setu, ez an da lakaat ur c’hreoñ gloan war al leur; ma'z eus glizh war ar c’hreoñ hepken ha ma chom sec'h an holl zouar, ec'h anavezin e tieubi Israel dre va dorn, evel ma ec'h eus lavaret.

38 Ha kement-se a c'hoarvezas. Antronoz e savas abred diouzh ar beure, hag o vezañ gwasket ar c’hreoñ, e teuas eus ar c’hreoñ un tasad leun dour glizh.

39 Gedeon a lavaras da Zoue: Ra n'en em dano ket da fulor a-enep din, ne gomzin nemet ar wech-mañ. Da bediñ a ran ma amprouin c'hoazh ar wech-mañ hepken gant ar c’hreoñ: ra chomo sec'h ar c’hreoñ hepken, ha ra vo glizh war an holl zouar.

40 Ha Doue a reas evel-se d'an noz-se: ar c’hreoñ hepken a chomas sec'h, hag e voe glizh war an holl zouar.

Lean sinn:



Sanasan