Ar Varnerien 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 Debora ha Barak 1 Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, goude ma voe marvet Ehud. 2 Setu perak an AOTROU a werzhas anezho etre daouarn Jabin roue Kanaan, a rene en Hazor. Penn e arme a oa Sisera, hag a oa o chom en Haroshed-Goim. 3 Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, rak Jabin en doa nav c'hant karr houarn, hag e heskine mibien Israel garv abaoe ugent vloaz. 4 En amzer-se, Debora, ur brofedez gwreg Lapidod, a varne Israel. 5 Hag ec'h azeze dindan palmezenn Debora etre Rama ha Betel e menez Efraim; mibien Israel a bigne d'he c'havout evit bezañ barnet. 6 Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon, 7 hag e sachin da'z kavout, e froud Kison, Sisera penn arme Jabin, gant e girri hag e strollad, hag e lakain anezhañ etre da zaouarn? 8 Barak a lavaras dezhi: Mard ez ganin, me a yelo, ma ned ez ket ganin, me ned in ket. 9 Hag hi a lavaras: Mont a rin, mont a rin ganit, met ne vo ket enor evidout war an hent emaout o vont gantañ, rak an AOTROU a werzho Sisera e dorn ur vaouez. Debora a savas hag a yeas gant Barak da Gedesh. 10 Barak a zastumas Zabulon ha Neftali e Kedesh. Dek mil den a gerzhas war e lerc'h, ha Debora a bignas gantañ. 11 Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezañ dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoù betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh. 12 Lavaret e voe da Sisera e oa pignet Barak mab Abinoam war Venez Tabor. 13 Sisera a zastumas e holl girri, nav c'hant karr houarn, gant an holl bobl a oa gantañ, adalek Haroshed-Goim betek froud Kison. 14 Debora a lavaras da Varak: Sav, rak setu an deiz m'en deus an AOTROU lakaet Sisera etre da zaouarn. An AOTROU, ha ne gerzh ket dirazout? Ha Barak a ziskennas eus Menez Tabor, gant dek mil den war e lerc'h. 15 An AOTROU a faezhas Sisera hag e holl girri hag e holl arme, gant troc'h ar c'hleze, dirak Barak. Sisera a ziskennas eus e garr hag a dec'has war droad. 16 Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h an arme betek Haroshed-Goim. Holl arme Sisera a gouezhas dindan troc'h ar c'hleze. Ne vanas ket unan anezho. 17 Sisera a dec'has war droad betek teltenn Jael gwreg Heber ar C'henian, rak peoc'h a oa etre Jabin roue Hazor ha ti Heber ar C'henian. 18 Jael a yeas er-maez a-ziarbenn da Sisera, hag e lavaras dezhañ: Deus tre, va aotrou, deus tre em zi, na'z pet ket aon. Mont a reas eta en he zeltenn, hag hi a c'holoas anezhañ gant ur pallenn. 19 Lavarout a reas dezhi: Da bediñ a ran, ro din ur banne dour da evañ, rak sec'hed am eus. Hi a zigoras ur sac'h-lêr laezh, a roas dezhañ da evañ hag a c'holoas anezhañ. 20 Lavarout a reas c'hoazh dezhi: En em zalc'h ouzh digor an deltenn, ha mar deus un den da c'houlenn ouzhit: Hag ez eus unan bennak amañ? e responti: Nann. 21 Jael gwreg Heber a grogas en un tach eus an deltenn, hag o kemer ar morzhol en he dorn, e teuas d'e gavout goustadik, hag e toullas dezhañ e ividig gant an tach a yeas en douar. Kousket-don e oa ha gwall skuizh, hag e varvas. 22 Ha setu, evel ma rede Barak war-lerc'h Sisera, Jael a yeas er-maez en arbenn dezhañ, hag e lavaras dezhañ: Deus hag e tiskouezin dit an den a glaskez. Barak a yeas en he zi, ha setu, Sisera a oa astennet marv, an tach en e ividig. 23 En deiz-se Doue a izelaas Jabin roue Kanaan dirak mibien Israel. 24 Dorn mibien Israel a bounnerae muioc'h-muiañ war Jabin roue Kanaan, betek m'o doe distrujet Jabin roue Kanaan. |