Ar Varnerien 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 Meuriad Benjamin adsavet 1 Tud Israel o doa touet e Mizpa o lavarout: Den ac'hanomp ne roio e verc'h da wreg da Venjamin. 2 Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelañ dourek 3 hag o lavarout: O AOTROU Doue Israel, perak eo c'hoarvezet kement-se en Israel, ma'z eo diank hiziv ur meuriad en Israel? 4 An deiz war-lerc'h, ar bobl a savas beure mat hag a reas eno un aoter, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù. 5 Mibien Israel a lavaras: Piv n'eo ket pignet d'ar vodadenn dirak an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel? Rak graet e voe ul le bras a-enep an hini na vefe ket pignet da Vizpa dirak an AOTROU o lavarout: Lakaet e vo d'ar marv. 6 Mibien Israel o doa keuz d'ar pezh a oa c'hoarvezet gant Benjamin o breur, hag e lavarent: Hiziv ur meuriad a zo bet lamet eus Israel. 7 Petra a raimp d'ar re a zo manet evit reiñ dezho gwragez, pa hon eus touet dre an AOTROU na rojemp ket dezho hor merc'hed da wragez? 8 Hag e lavarjont: Pehini a-douez meuriadoù Israel n'eo ket pignet dirak an AOTROU da Vizpa? Ha setu den ebet eus Jabez e Galaad ne oa deuet d'ar c'hamp, d'ar vodadenn. 9 Pa voe graet niveradeg ar bobl, ne voe den ebet eus annezidi Jabez e Galaad. 10 Neuze ar vodadenn a gasas di daouzek mil den eus ar re gadarnañ, en ur reiñ an urzh-mañ dezho: It ha skoit gant troc'h ar c'hleze war annezidi Jabez e Galaad, gwragez ha bugale. 11 Setu ar pezh a reot: Lakaat a reot da verz pep gwaz ha pep maouez he deus kousket gant ur gwaz. 12 Hag e kavjont e-touez annezidi Jabez e Galaad pevar c'hant gwerc'h yaouank n'o doa anavezet den ha n'o doa kousket gant gwaz ebet, hag o degasjont d'ar c'hamp, da Silo a zo e bro Ganaan. 13 An holl vodadenn a gasas da gomz ouzh mibien Benjamin a oa e roc'h Rimmon, hag e voe kinniget dezho ar peoc'h. 14 En amzer-se e tistroas Benjamin, hag e voe roet dezho ar merc'hed a oa chomet bev e-touez merc'hed Jabez e Galaad, met ne oa ket a-walc'h anezho. 15 Ar bobl he doa keuz d'ar pezh a oa c'hoarvezet gant Benjamin, rak an AOTROU en doa graet ur freuz e meuriadoù Israel. 16 Henaourien ar vodadenn a lavaras: Petra a raimp d'ar re a zo manet evit reiñ dezho gwragez, pa'z eo bet distrujet merc'hed Benjamin? 17 Hag e lavarjont: Re Venjamin a zo en em dennet a berc'henno o hêrezh, evit na vo ket lamet ur meuriad eus Israel. 18 Koulskoude ne c'hellomp ket reiñ dezho gwragez diouzh hor merc'hed, rak mibien Israel o deus touet o lavarout: Ra vo milliget an hini a roio ur wreg da Venjamin! 19 Hag e lavarjont: Setu, bez' ez eus bep bloaz ur gouel d'an AOTROU e Silo, ouzh hanternoz Betel, er sav-heol eus an hent a bign eus Betel da Sichem, hag e kreisteiz Lebona. 20 Hag e rojont an urzh-mañ da vibien Benjamin o lavarout: It d'en em lakaat e spi er gwini, 21 ha pa welot merc'hed Silo o tont er-maez evit dañsal ha korolliñ, neuze ez eot eus ar gwini hag e skrapot evit pep hini ac'hanoc'h ur wreg a-douez merc'hed Silo, hag ez eot da vro Venjamin. 22 Ha pa zeuio o zadoù pe o breudeur da glemm d'hor c'hichen, e lavarimp dezho: Ho pet truez outo dre garantez evidomp, rak n'hon eus ket tapet ur wreg da bep hini anezho er brezel-se; n'eo ket c'hwi ho po o roet dezho, mod-all e vefec'h kablus. 23 Mibien Benjamin a reas evel-se hag a gemeras gwragez hervez o niver, a-douez an dañserezed o devoa tapet. Hag ez ejont kuit hag e tistrojont d'o hêrezh, hag ec'h adsavjont kêrioù hag e chomjont enno. 24 En amzer-se ez eas en-dro mibien Israel, pep hini d'e veuriad, pep hini d'e diegezh. Mont a reas kuit alese pep hini d'e hêrezh. 25 En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, pep hini a rae evel ma kave reizh. |