Ar Varnerien 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 Brezel a-enep Benjamin 1 Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa. 2 Pennoù an holl bobl hag an holl veuriadoù Israel en em gavas e bodadenn pobl Doue, pevar c'hant mil den war droad o tougen ar c'hleze. 3 Mibien Benjamin a glevas e oa pignet mibien Israel da Vizpa. Mibien Israel a lavaras: Komzit, penaos eo bet graet an torfed-se? 4 Al Leviad, pried ar wreg a oa bet lazhet, a respontas o lavarout: Aet on da C'hibea Benjamin, me ha va serc'h, evit tremen an noz. 5 Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennañ, o fellout va lazhañ, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet. 6 Tapet em eus va serc'h, he lakaet a-dammoù, ha kaset em eus anezho dre holl zouaroù hêrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel. 7 Setu c'hwi holl, mibien Israel: goulennit kuzul ha roit hoc'h ali amañ. 8 Hag an holl bobl a savas evel un den hepken o lavarout: Den ac'hanomp ned aio d'e deltenn, ha den n'en em denno en e di, 9 met setu an dra a raimp da C'hibea: kerzhout a raimp a-enep dezhi dre ar sord. 10 Kemer a raimp dek den war gant a-douez holl veuriadoù Israel, kant war vil ha mil war zek mil, a yelo da gerc'hat pourvezioù evit ar bobl, ha pa vint erruet, e vo graet da C'hibea Benjamin hervez ar fallagriezh he deus graet en Israel. 11 Hag holl dud Israel en em zastumas a-enep ar gêr-se, evel un den hepken. 12 Meuriadoù Israel a gasas tud da holl veuriad Benjamin evit lavarout: Petra eo an torfed a zo bet graet en ho touez? 13 Roit deomp bremañ an dud fall-se a zo e Gibea, evit ma lakaimp anezho d'ar marv ha ma lamimp an droug diouzh Israel. Met Benjamin ne fellas ket dezhañ selaou mouezh e vreudeur, mibien Israel. 14 Mibien Benjamin a zeuas er-maez eus o c'hêr, hag en em zastumjont e Gibea evit en em gannañ a-enep mibien Israel. 15 En deiz-se e voe graet an niveradeg eus mibien Benjamin deuet eus ar c'hêrioù, c'hwec'h mil den warn-ugent o tougen ar c'hleze, hep kontañ tud Gibea, a voe graet an niveradeg anezho ivez, seizh kant den eus an dibab. 16 E-touez an holl bobl-se e oa seizh kant den eus an dibab n'en em servijent ket eus o dorn dehou. Pep hini anezho a c'helle tizhout ur vlevenn en ur stlepel ur maen, ha n'he manke ket. 17 Graet e voe ivez an niveradeg eus tud Israel, hep kontañ re Venjamin, pevar c'hant mil den o tougen ar c'hleze, holl anezho tud a vrezel. 18 Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ. 19 Mibien Israel a savas abred diouzh ar beure, hag e kampjont e-kichen Gibea. 20 Tud Israel a yeas d'an emgann a-enep Benjamin, ha tud Israel en em renkas e linenn a-enep dezho e-kichen Gibea. 21 Mibien Benjamin a zeuas er-maez eus Gibea, hag en deiz-se ec'h astennjont d'an douar daou vil den warn-ugent eus Israel. 22 Ha pobl tud Israel a adkemeras kalon, hag en em renkjont e linenn adarre el lec'h ma oant en em renket en deiz kentañ. 23 Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ. 24 Mibien Israel a dostaas a-enep mibien Benjamin an deiz war-lerc'h. 25 Benjamin a zeuas ivez a-enep dezho eus Gibea an eilvet deiz-se, hag ec'h astennjont c'hoazh d'an douar triwec'h mil den eus mibien Israel, a zouge ar c'hleze. 26 Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelañ a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU. 27 Mibien Israel a c'houlennjont kuzul digant an AOTROU. Arc'h Emglev Doue a oa eno en deizioù-se, 28 ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn. 29 Israel a lakaas tud oc'h en em zerc'hel e spi en-dro da C'hibea. 30 Mibien Israel a bignas a-enep mibien Benjamin an trede deiz, hag en em renkjont e linenn adarre evel ar gwechoù all. 31 Mibien Benjamin a zeuas er-maez war arbenn d'ar bobl, hag e voent tennet pell diouzh kêr. Hag en em lakajont da skeiñ hiniennoù eus ar bobl evel ar gwechoù all, hag e voe gloazet d'ar marv war-dro tregont den eus Israel war an hentoù, an hini a ya da Vetel hag an hini a ya da C'hibea dre ar maez. 32 Mibien Benjamin a lavaras: Kouezhañ a reomp dirazomp evel er wech kentañ. Met mibien Israel a lavare: Tec'homp ha tennomp anezho pell diouzh kêr, war an hentoù. 33 Holl dud Israel a savas eus al lec'h ma oant, hag en em renkjont e Baal-Tamar. Tud Israel lakaet e spi a ziflukas eus al lec'h ma oant, eus prad Gibea. 34 Dek mil den eus an dibab a-douez Israel holl a zeuas a-enep Gibea, hag an emgann a voe garv. Re Venjamin ne weljont ket ar gwalleur a gouezhe warno. 35 An AOTROU a bilas Benjamin dirak Israel, hag en deiz-se ec'h astennjont d'an douar mibien Israel pemp mil warn-ugent ha kant den eus Benjamin, holl anezho o tougen ar c'hleze. 36 Mibien Benjamin o doa kredet e oa pilet tud Israel, rak kilet o doa dirak re Venjamin; met int a fizie en dud lakaet e spi en-dro da C'hibea. 37 Ar re lakaet e spi a hastas en em deurel war C'hibea, hag ar re lakaet e spi a gerzhas hag a skoas war holl c'hêr gant troc'h ar c'hleze. 38 Tud Israel o doa roet evit arouez d'ar re lakaet e spi, ma rafent sevel eus kêr ur vogedenn dev. 39 Tud Israel a oa en em dennet eus an emgann, ha Benjamin a oa en em lakaet da skeiñ ha da c'hloazañ d'ar marv war-dro tregont den eus Israel, hag e lavarent: A-dra-sur e kouezhont dirazomp evel en emgann kentañ. 40 Met pa savas ur golonenn voged eus kêr, re Venjamin a sellas war o lerc'h, ha setu e oa aet kêr a-bezh etrezek an neñv. 41 Ha tud Israel a zeuas en-dro, ha tud Benjamin a voe spouronet o welout ar c'holl a yae d'o zapout. 42 Treiñ a rejont dirak tud Israel etrezek hent ar gouelec'h. Met an emgann a stagas outo, ha re ar c'hêrioù a voe lazhet war al lec'h. 43 Kelc'hiañ a rejont Benjamin, o redek war o lerc'h hep paouez, hag o mac'hjont betek an tu all da C'hibea, ouzh ar sav-heol. 44 Kouezhañ a reas triwec'h mil den eus Benjamin, holl anezho tud kadarn. 45 Skrapat a rejont war an hent pemp mil den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek ar gouelec'h, war-zu roc'h Rimmon, ha redek a rejont war o lerc'h betek Gideom, hag e lazhjont daou vil den anezho. 46 An holl re eus Benjamin a gouezhas en deiz-se a voe eta pemp mil den warn-ugent, holl anezho o tougen ar c'hleze ha tud kadarn. 47 Hag e voe c'hwec'h kant den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek ar gouelec'h, war-zu roc'h Rimmon, a chomas e roc'h Rimmon e-pad pevar miz. 48 Tud Israel a zeuas en-dro etrezek mibien Benjamin, a skoas warno gant troc'h ar c'hleze, ken an dud eus kêr, ken al loened ha kement a gavent. Hag e tevjont ivez an holl gêrioù a gavjont. |