Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2 Komzoù ael an AOTROU. Ar varnerien

1 Ael an AOTROU a bignas eus Gilgal da Vokim hag a lavaras: Ho lakaet em eus da bignat er-maez eus an Ejipt, ho tegaset em eus d'ar vro em boa touet d'ho tadoù reiñ deoc'h, hag em eus lavaret: Biken ne dorrin an emglev am eus graet ganeoc'h,

2 ha ne reot ket a emglev gant tud ar vro-mañ, hag e tiskarot o aoterioù. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh. Perak hoc'h eus graet evel-se?

3 Neuze em eus lavaret: N'o c'hasin ket kuit a-zirazoc'h, met e-kichen ac'hanoc'h e vint, hag o doueoù a vo ur pech evidoc'h.

4 Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoù-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leñvjont.

5 Hag ec'h anvjont al lec'h-se Bokim, hag ec'h aberzhjont eno d'an AOTROU.

6 Jozue en doa kaset ar bobl, ha mibien Israel a oa aet pep hini anezho en e hêrezh evit perc'hennañ ar vro.

7 Ar bobl he doa servijet an AOTROU holl zeizioù Jozue hag holl zeizioù an henaourien a vevas war-lerc'h Jozue, hag o doa gwelet an oberoù bras en doa graet an AOTROU evit Israel.

8 Hag e varvas Jozue mab Nun, servijer an AOTROU, oadet a gant dek vloaz.

9 Sebeliet e voe e douar e hêrezh e Timnad-Herez, e menez Efraim, en hanternoz menez Gaash.

10 Hag an holl rummad-se a oa bet dastumet da gavout o zadoù, ha war o lerc'h e savas ur rummad all n'anavezent ket an AOTROU, nag an oberoù en doa graet evit Israel.

11 Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù.

12 Hag e tilezjont an AOTROU, Doue o zadoù en devoa tennet anezho eus bro Ejipt, hag ez ejont war-lerc'h doueoù all, a-douez doueoù ar pobloù a oa en-dro dezho, hag e stoujont dirazo. Evel-se e fulorjont an AOTROU.

13 Hag e tilezjont an AOTROU evit servijañ Baal hag Ashtarod.

14 Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn preizhataerien o freizhas, hag e werzhas anezho etre daouarn o enebourien tro-dro, ha ne c'helljont ken derc'hel dirak o enebourien.

15 Dre holl ma'z aent, dorn an AOTROU a oa a-enep dezho evit o drougeur, evel m'en doa lavaret an AOTROU hag evel m'en doa touet an AOTROU dezho; hag e voent en un estrenvan vras.

16 Koulskoude e savas an AOTROU barnerien dezho o dieubas eus dorn a re a breizhe anezho.

17 Met ne fellas ket dezho selaou ouzh ar varnerien, hag en em rojont d'ar gasterezh gant doueoù all o stouiñ dirazo. Buan e tistrojont eus an hent m'o deus kerzhet warnañ o zadoù, o sentiñ ouzh gourc'hemennoù an AOTROU. Int ne rejont ket evel-se.

18 Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.

19 Ha pa varve ar barner, en em roent a-nevez d'an droug muioc'h eget o zadoù, o vont war-lerc'h doueoù all, evit o servijañ ha stouiñ dirazo. Ne vihanae tamm o oberoù nag o c'hundu pennek.

20 Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lavaras: Peogwir he deus ar bobl-mañ torret va emglev am boa roet d'o zadoù, ha n'o deus ket sentet ouzh va mouezh,

21 me kennebeut ne gasin kuit a-zirazo broad ebet eus ar re a lezas Jozue pa varvas,

22 evit amprouiñ Israel drezo, ha gwelout ha mirout a raint pe nann hent an AOTROU en ur gerzhout ennañ, evel m'o deus e viret o zadoù.

23 An AOTROU en doa lezet ar broadoù-se, hep o c'has kuit buan, ha n'en doa ket o lakaet etre daouarn Jozue.

Lean sinn:



Sanasan