Ar Varnerien 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 Feulster ouzh gwreg ul Leviad e Gibea 1 En amzer-se ne oa roue ebet en Israel. Ul Leviad hag a oa o chom e menez Efraim don, a gemeras da serc'h ur plac'h eus Betlehem Juda. 2 Met e serc'h en em roas d'ar gasterezh hag a yeas digantañ da di he zad, da Vetlehem Juda. Chom a reas eno war-dro pevar miz. 3 He den a savas hag a yeas d'he c'havout, evit komz ouzh he c'halon hag he degas gantañ. E servijer a oa gantañ, ha daou azen. Hi a lakaas anezhañ da zont e ti he zad, ha tad ar plac'h yaouank, o welout anezhañ, en degemeras gant levenez. 4 E dad-kaer, tad ar wreg yaouank, en dalc'has, hag e chomas gantañ tri deiz. Debriñ hag evañ a rejont, hag e chomjont eno. 5 D'ar pevare deiz e savas abred diouzh ar beure evit mont kuit. Tad ar plac'h yaouank a lavaras d'e vab-kaer: Kemer un tamm bara da nerzhañ da galon, hag ez eot kuit. 6 Azezañ a rejont eta hag e tebrjont o-daou, hag ec'h evjont, ha tad ar plac'h yaouank a lavaras d'an den: Mar fell dit tremen an noz, da galon a vo laouen. 7 Evel ma save an den evit mont kuit, e dad-kaer a zalc'has kement warnañ, ma chomas c'hoazh eno. 8 D'ar pempvet deiz e savas abred diouzh ar beure evit mont kuit. Tad ar plac'h yaouank a lavaras: Nerzh da galon. Ha daleañ a rejont betek an abardaez, hag e tebrjont o-daou. 9 An den a savas evit mont kuit, eñ gant e serc'h hag e servijer. E dad-kaer, tad ar plac'h yaouank, a lavaras dezhañ: Setu bremañ e tiskenn an deiz, an noz a dosta, tremenit amañ an noz; echu e vo an devezh, chom amañ, ma vo laouen da galon; warc'hoazh e savot abred da vont kuit, hag ez i da'z teltenn. 10 Met an den ne fellas ket dezhañ tremen an noz, sevel a reas hag ez eas, hag e teuas betek a-dal da Jebuz, hag a zo Jeruzalem, gant e zaou azen karget, hag e serc'h a oa gantañ. 11 Pa voent e-kichen Jebuz, an deiz a oa diskennet kaer, hag ar servijer a lavaras d'e vestr: Deomp, greomp un distro d'ar gêr-se eus ar Jebuziz, ha tremenomp an noz enni. 12 E vestr a lavaras dezhañ: Ne raimp ket un distro d'ur gêr estren, e-lec'h ma n'eus mab Israel ebet, met ez aimp betek Gibea. 13 Lavarout a reas c'hoazh d'e servijer: Deomp ha tostaomp ouzh unan eus al lec'hioù-se: Gibea pe Rama. 14 Tremen a rejont eta pelloc'h war-raok hag e kerzhjont, hag an heol a yae da guzh pa oant tost ouzh Gibea Benjamin. 15 Neuze e rejomp un distro da C'hibea, evit mont enni ha tremen an noz. Mont a rejont enni hag en em zalc'hjont war al leur-gêr, rak ne voe den o degemeras en e di evit tremen an noz. 16 Ha setu diouzh an noz, un den kozh a zistroe eus e labour, eus ar parkeier; bez' e oa eus menez Efraim hag e chome e Gibea. Met tud al lec'h-se a oa Benjaminiz. 17 O sevel e zaoulagad, e welas ar beajour-se war al leur-gêr. An den kozh a lavaras: Da belec'h emaout o vont, hag a-belec'h e teuez? 18 Lavarout a reas: Mont a reomp eus Betlehem Juda betek menez Efraim don, a-belec'h ez on. Aet on da Vetlehem Juda hag ez an da di an AOTROU, ha n'eus den hag am degemerfe en e di; 19 plouz ha boued hon eus evit hon ezen, bara ha gwin evidon hag evit da vatezh hag evit ar paotr a zo gant da servijerien. Ne vank netra deomp. 20 An den kozh a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganit! Me a gemer ar garg eus da holl ezhommoù, met ne dremeni ket an noz war al leur. 21 Neuze e lakaas anezhañ da vont en e di hag e roas da zebriñ d'e ezen. Gwalc'hiñ a rejont ivez o zreid, hag e tebrjont hag ec’h evjont. 22 Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ. 23 An den, mestr an ti, a yeas er-maez d'o c'havout hag a lavaras dezho: Nann, va breudeur, na rit ket an droug me ho ped, pa'z eo deuet an den-se em zi, na rit ket ar fallagriezh-se. 24 Setu em eus ur verc'h gwerc'h, hag hemañ en deus ur serc'h, o degasin deoc'h er-maez hag e kwallot anezho hag e reot outo ar pezh a blijo ganeoc'h, met na rit ket war an den-mañ un dra ken fallakr. 25 Met an dud-se ne fellas ket dezho e selaou. An den a gemeras hag a zegasas dezho e serc'h, hag ec'h anavezjont anezhi hag e troukc’hrejont outi e-pad an noz betek ar mintin, ha da c'houloù-deiz e kasjont anezhi kuit. 26 Evel ma tostae an deiz ar vaouez a zeuas da gouezhañ ouzh dor ti an den, e-lec'h ma oa he fried, hag e chomas eno betek an deiz. 27 Ha diouzh ar mintin he fried a savas hag a zigoras dorojoù an ti da vont er-maez evit kenderc'hel gant e hent. Ha setu ar vaouez, e serc'h, a oa astennet ouzh dor an ti, he daouarn war an treuzoù. 28 Lavarout a reas dezhi: Sav ha deomp! Met ne respontas ket. Neuze an den a sammas anezhi war e azen, en em lakaas en hent, hag e tistroas d'e lec'h. 29 O vezañ erruet er gêr, e kemeras ur gontell, e krogas en e serc'h, hag e troc'has anezhi ezel dre ezel gant an eskern e daouzek tamm, a gasas en holl zouar Israel. 30 Hag e lavaras an holl re a welas kement-se: N'eus ket bet graet na gwelet kemend-all abaoe an deiz ma pignas mibien Israel eus bro Ejipt betek hiziv. Taolit evezh ouzh kement-mañ, goulennit kuzul ha komzit. |