Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 18 Kêr Laish tapet gant Dan

1 En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, hag en amzer-se e klaske meuriad Dan kaout un hêrezh evito da chom enni, rak betek-henn ne oa degouezhet hêrezh ebet dezho e-touez meuriadoù Israel.

2 Mibien Dan a gasas pemp den eus o c'herentiezhioù, kemeret en o c'hreiz, tud kadarn eus Zorea hag Eshtaol, evit spiañ ar vro hag hec'h anavezout. Hag e lavarjont dezho: Kit da anavezout ar vro. Dont a rejont da venez Efraim betek ti Mika, hag e tremenjont an noz eno.

3 Pa voent e-kichen ti Mika, ec'h anavezjont mouezh al Leviad yaouank. O vezañ tostaet ouzh an ti-se, e lavarjont dezhañ: Piv en deus da zegaset amañ? Petra a rez amañ? Petra ac'h eus amañ?

4 Lavarout a reas: Mika a ra evidon an dra-mañ hag an dra-hont, reiñ a ra din ur gopr, hag ez on e aberzhour.

5 Lavarout a rejont: Goulenn digant Doue, evit ma ouezimp hag e vo eürus an hent emaomp o vont gantañ.

6 An aberzhour a lavaras dezho: It e peoc'h! An AOTROU en deus dirak e zaoulagad an hent emaoc'h o vont gantañ.

7 Ar pemp den a yeas, hag ec'h errujont da Laish. Gwelout a rejont penaos ar bobl a oa o chom e surentez eno, en doare ar Sidoniz, sioul ha fizius, hep den ebet oc'h ober poan dezho e tra ebet. Pell e oant diouzh ar Sidoniz, ha n'o doa ket a zarempredoù gant tud all.

8 Hag e tistrojont da gavout o breudeur, da Zorea ha da Eshtaol. O breudeur a lavaras dezho: Petra nevez?

9 Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennañ ar vro-se!

10 Pa'z eot, ec'h erruot e-tal ur bobl a zo o chom e surentez, hag ur vro a zo frank. Doue en deus e lakaet etre ho taouarn. Ul lec'h eo na vank netra eus an traoù a zo war an douar.

11 C'hwec'h kant den eus kerentiezh Dan, harnezet gant armoù-brezel, a yeas ac'hane, eus Zorea hag Eshtaol.

12 Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan betek hiziv. Emañ a-dreñv Kirjad-Jearim.

13 Ac'hane e tremenjont da venez Efraim, hag en em gavjont e ti Mika.

14 Neuze ar pemp den a oa aet evit spiañ bro Laish a gomzas, o lavarout d'o breudeur: Hag e ouzoc'h ez eus en tiez-mañ un efod ha terafim, ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet? Gwelit eta bremañ ar pezh hoc'h eus d'ober.

15 Tostaat a rejont hag ez ejont e ti al Leviad yaouank, e ti Mika, hag e saludjont anezhañ.

16 Ar c'hwec'h kant den eus kerentiezh Dan, harnezet gant armoù-brezel, en em zalc'has ouzh toull an nor,

17 hag ar pemp den a oa aet evit spiañ ar vro a bignas hag a yeas tre, hag e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, e-pad ma oa an aberzhour ouzh toull an nor gant ar c'hwec'h kant den harnezet a armoù-brezel.

18 O vezañ aet e ti Mika, e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, hag an aberzhour a lavaras dezho: Petra a rit?

19 Lavarout a rejont dezhañ: Ro peoc'h ha laka da zorn war da c'henoù! Deus ganeomp, ha bez evidomp un tad hag un aberzhour. Ha gwelloc'h eo dit bezañ aberzhour e ti un den hepken, pe bezañ aberzhour ur meuriad hag ur gerentiezh en Israel?

20 An aberzhour en doe levenez en e galon, kemer a reas an efod, an terafim hag ar skeudenn gizellet, hag ez eas e-kreiz ar bobl.

21 Hag en em lakajont en hent en-dro, o lakaat ar vugale, al loened hag ar pakadoù a-raok dezho.

22 Pa voent pell diouzh ti Mika, an dud a oa en tiez nesañ da hini Mika en em zastumas gant kriadennoù bras hag a redas war-lerc'h mibien Dan.

23 Hag e krijont war-lerc'h mibien Dan, hag ar re-mañ, o treiñ o dremmoù, a lavaras da Vika: Petra 'zo, ma kriez evel-se?

24 Lavarout a reas: Tapet hoc'h eus va doueoù am boa graet, kenkoulz hag an aberzhour, hag oc'h aet kuit. Petra a chom ganin? Penaos e lavarit din: Petra 'zo ganit?

25 Mibien Dan a lavaras dezhañ: Na ro ket da glevout da vouezh deomp, gant aon n'en em daolfe warnoc'h tud fuloret, ha na gollfec'h aze ho puhez, te ha da diegezh.

26 Mibien Dan a gendalc'has gant o hent, ha Mika o welout e oant kreñvoc'h egetañ, a droas e zremm hag a zistroas d'ar gêr.

27 Evel-se, o vezañ tapet an traoù en doa graet Mika hag an aberzhour en doa, ec'h errujont war Laish, war ur bobl sioul ha fizius. Hag o lazhjont gant barvenn ar c'hleze, hag e tevjont kêr en tan.

28 Ne voe den hag he dieubas, rak pell e oa diouzh Sidon ha n'he doa ket a zarempredoù gant tud all. Bez' e oa en draonienn en em astenn war-zu Bet-Reob. Hag ec'h adsavjont kêr, hag e chomjont enni.

29 Anvet e voe kêr: Dan, hervez anv Dan o zad, a oa bet ganet en Israel. Met anv ar gêr diagent a oa Laish.

30 Mibien Dan a savas ar skeudenn gizellet, ha Jonatan mab Gershom, mab Manase, eñ hag e vibien, a voe aberzhourien evit meuriad Dan, betek deiz harlu ar vro.

31 Lakaat a rejont evito ar skeudenn gizellet en doa graet Mika, e-keit ha ma voe ti Doue e Silo.

Lean sinn:



Sanasan