Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17 Idolerezh e ti Mika

1 Bez' e oa un den eus menez Efraim, e anv Mika,

2 a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioù war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.

3 Hag e roas en-dro d'e vamm ar mil kant pezh arc'hant. E vamm a lavaras: Santelaet em eus an arc'hant-se d'an AOTROU eus va dorn evit va mab, evit ma vo graet ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet; evel-se en roin dit en-dro.

4 Hemañ a roas an arc'hant en-dro d'e vamm, a gemeras daou c'hant pezh hag o roas d'an teuzer, a reas diouto ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet. Hag e voent e ti Mika.

5 Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.

6 En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, pep hini a rae evel ma kave reizh.

7 Bez' e oa un den yaouank e Betlehem Juda, eus kerentiezh Juda, a oa Leviad hag a oa o chom eno.

8 Ar paotr-mañ a yeas kuit eus kêr Vetlehem Juda, evit mont da chom el lec'h ma kavfe mat. O vont gant e hent, e teuas da venez Efraim betek ti Mika.

9 Mika a lavaras dezhañ: A-belec'h e teuez? Hag e lavaras: Me 'zo Leviad, eus Betlehem Juda, hag ez an da chom el lec'h ma kavin mat.

10 Mika a lavaras: Chom ganin, bez evidon un tad hag un aberzhour, hag e roin dit dek pezh arc'hant, da zilhad ha da vevañs. Al Leviad yeas tre.

11 Al Leviad a lakaas en e benn chom gant an den, hag ar paotr yaouank-se a voe dezhañ evel unan eus e vibien.

12 Mika a gensakras al Leviad, hag ar paotr yaouank-se a zeuas da vezañ e aberzhour. Chom a reas e ti Mika.

13 Mika a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e raio an AOTROU vad din, pa em eus al Leviad-mañ da aberzhour.

Lean sinn:



Sanasan