Ar Varnerien 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 Stourmoù Samzun a-enep ar Filistined 1 Un nebeud amzer goude, da vare eost an ed, Samzun a yeas da welout e wreg hag a gasas dezhi ur menn-gavr o lavarout: Mont a rin da gavout va gwreg en he c'hambr. Met he zad n'en lezas ket da vont e-barzh. 2 He zad a lavaras: Kredet em eus ez poa kasoni outi, setu perak em eus he roet da'z kenseurt. He c'hoar yaouankañ, ha n'eo ket koantoc'h egeti? Ra vo dit en he lec'h. 3 Samzun a lavaras: Bremañ e vin didamall e-keñver ar Filistined pa rin droug dezho. 4 Samzun a yeas eta hag a dapas tri c'hant louarn; kemer a reas ivez flambevioù, o zroas lost ouzh lost, hag e lakaas ur flambev etre daou lost, er c'hreiz. 5 Neuze e c'hwezhas an tan er flambevioù hag e laoskas al lern en ed ar Filistined. Evel-se e tevas kement a ed a oa feskennet hag a ed a oa war o gar, ha zoken gwini ha gwez-olivez. 6 Ar Filistined a lavaras: Piv en deus graet-se? Hag e voe respontet: Samzun mab-kaer an Timniad, rak en deus kemeret e wreg evit he reiñ d'e genseurt. Ar Filistined a bignas hag he devas en tan, hi hag he zad. 7 Samzun a lavaras: Evel-se eo e rit-hu? Koulskoude ne baouezin ket, ken na'm bo veñjañs diouzhoc'h. 8 Hag e kannas anezho a-blad, ul lazhadeg vras a reas anezho. Neuze e tiskennas da chom e frailh roc'h Etam. 9 Ar Filistined a bignas hag a gampas e Juda, hag en em skuilhjont e Lehi. 10 Tud Juda a lavaras: Perak oc'h pignet a-enep deomp? Hag e lavarjont: Pignet omp da eren Samzun, evit ober dezhañ evel m'en deus graet deomp. 11 Tri mil den eus Juda a ziskennas da frailh roc'h Etam hag a lavaras da Samzun: Ha n'ouzout ket penaos ar Filistined a vestroni ac'hanomp? Perak ac'h eus graet-se deomp? Hag e respontas: Graet em eus dezho evel m'o deus graet din. 12 Lavarout a rejont dezhañ: Diskennet omp da'z eren, evit da lakaat etre daouarn ar Filistined. Samzun a lavaras: Touit din na sailhot ket warnon. 13 Hag e respontjont o lavarout: Nann, ni a ereo ac'hanout start da'z lakaat etre o daouarn, met ne lazhimp ket ac'hanout. Hag ec'h erejont anezhañ gant div gordenn nevez, hag e lakajont anezhañ da zont er-maez eus ar roc'h. 14 Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoù a levenez en arbenn dezhañ. Spered an AOTROU a grogas ennañ, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezañ evel lin devet en tan, hag e ereoù a gouezhas diwar e zaouarn. 15 O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den. 16 Samzun a lavaras: Gant ur garvan azen, ur bern ha daou vern, gant ur garvan azen, mil den am eus lazhet. 17 P'en doa echuet da gomz, e taolas ar garvan eus e zorn hag e c'halvas al lec'h-se: Ramad-Lehi. 18 Ur sec'hed ruz en doa, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: Roet ec'h eus da'z servijer an dieubidigezh vras-se, ha bremañ e varvfen gant ar sec'hed, hag e kouezhfen etre daouarn an diamdroc'hidi? 19 Doue a faoutas ur c'hev a oa e Lehi, ha doureier a zeuas er-maez. Evañ a reas, addont a reas e spered, hag ec'h advevas. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se betek hiziv: En-Hakkore. E Lehi eo. 20 Hag e varnas Israel en amzer ar Filistined e-pad ugent vloaz. |