Ar Varnerien 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 Eured Samzun 1 Samzun a ziskennas da Dimna hag a welas ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined. 2 O vezañ pignet en-dro, en disklêrias d'e dad ha d'e vamm o lavarout: Gwelet em eus ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined, bremañ kemerit anezhi evit ma vo va gwreg. 3 E dad hag e vamm a lavaras dezhañ: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad. 4 E dad hag e vamm ne ouient ket e oa kement-se a-berzh an AOTROU, rak Samzun a glaske un abeg a-enep ar Filistined. En amzer-se ar Filistined a vestronie Israel. 5 Samzun a ziskennas da Dimna gant e dad hag e vamm, hag ez ejont da wini Timna. Ha setu, ul leon yaouank o yudal a zeuas en arbenn dezhañ. 6 Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet. 7 Diskenn a reas hag e komzas ouzh ar plac'h, a blijas da zaoulagad Samzun. 8 Ur pennad-amzer war-lerc'h ez eas evit he c'herc'hat, hag e reas un distro da welout korf marv al leon. Ha setu, bez' e oa un hed-gwenan ha mel e-barzh korf marv al leon. 9 Kemer a reas dioutañ en e zorn, hag e kendalc'has e hent en ur zebriñ. Pa zeuas da gavout e dad hag e vamm, e roas dezho hag e tebrjont, met ne lavaras ket dezho en devoa kemeret ar mel-se e korf marv al leon. 10 E dad a ziskennas da gavout ar plac'h, ha Samzun a reas eno ur fest, e-giz ma rae an dud yaouank. 11 O welout anezhañ, e kemerjont tregont eus ar re bedet evit bezañ e genseurted gantañ. 12 Samzun a lavaras dezho: Emaon o vont da ginnig un divinadell deoc'h. Mar displegit din anezhi e-pad seizh devezh ar fest ha mar kavit anezhi, me a roio deoc'h tregont roched ha tregont dilhad fresk. 13 Met ma ne c'hellit ket he displegañ din, c'hwi a roio din tregont roched ha tregont dilhad fresk. Hag e lavarjont dezhañ: Kinnig da zivinadell evit ma selaouimp. 14 Lavarout a reas dezho: Eus an debrer eo deuet boued, eus an hini kreñv eo deuet c'hwek! E-pad tri devezh ne c'helljont ket displegañ an divinadell. 15 D'ar seizhvet deiz e lavarjont da wreg Samzun: Hoal da waz evit ma tisplego deomp an divinadell, anez da-se e tevimp ac'hanout, te ha ti da dad. Hor pedet hoc'h eus evit hon diwiskañ, n'eo ket? 16 Gwreg Samzun a ouelas en e gichen o lavarout: A-dra-sur e kasaez ac'hanon ha ne'm c'harez ket! Daoust ha ne'c'h eus ket kinniget un divinadell da vibien va fobl? Ha ne'c'h eus ket displeget din! Lavarout a reas dezhi: Ne'm eus ket he displeget da'm zad ha da'm mamm, hag he displegfen dit? 17 Gouelañ a rae evel-se en e gichen e-pad seizh deiz ar fest, ha d'ar seizhvet deiz e tisplegas dezhi, dre ma trubuilhe anezhañ. Neuze hi a zisplegas an divinadell da vibien he fobl. 18 Tud kêr a lavaras dezhañ d'ar seizhvet deiz, a-raok ma voe kuzhet an heol: Petra 'zo c'hwekoc'h eget mel, ha petra 'zo kreñvoc'h eget ul leon? Hag e lavaras dezho: Ma n'ho pije ket aret gant va annoar, n'ho pije ket kavet va divinadell. 19 Spered an AOTROU a grogas ennañ, hag e tiskennas da Askalon, hag e lazhas eno tregont den, hag e kemeras o diwisk, hag e roas ar re fresk d'an dud o doa displeget an divinadell. E fulor en em danas, hag e pignas da di e dad. 20 Gwreg Samzun a voe roet d'e genseurt a oa mignon dezhañ. |