Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Ganedigezh Samzun

1 Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn ar Filistined e-pad daou-ugent vloaz.

2 Bez' e oa e Zora un den eus kerentiezh Dan anvet Manoak; e wreg a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale.

3 Ael an AOTROU en em ziskouezas d'ar wreg hag a lavaras dezhi: Setu ez out gaonac'h, ne'c'h eus ket a vugale, met e koñsevi hag e c'hani ur mab.

4 Diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan.

5 Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.

6 Ar wreg a yeas da gomz ouzh he gwaz o lavarout: Un den a Zoue a zo deuet da'm c'havout, e neuz a oa evel neuz un ael a-berzh Doue, spouronus-meurbet. Ne'm eus ket goulennet digantañ a-belec'h e oa, ha n'en deus ket roet din da c'houzout e anv,

7 met lavaret en deus din: Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof betek deiz e varv.

8 Manoak a bedas an AOTROU hag a lavaras: AOTROU, ra zeuio c'hoazh d'hor c'havout an den a Zoue ac'h eus degaset, me az ped, ha ra gelenno ac'hanomp war ar pezh hon devo d'ober evit ar bugel pa vo ganet.

9 Doue a selaouas mouezh Manoak. Ael Doue a zeuas c'hoazh da gavout ar wreg pa oa azezet en ur park; met Manoak he gwaz ne oa ket ganti.

10 Hag ar wreg a redas buan da lavarout d'he gwaz: Setu, an den a oa deuet da'm c'havout en deiz all a zo en em ziskouezet din.

11 Manoak a savas hag a yeas war-lerc'h e wreg da gavout an den, hag e lavaras dezhañ: Hag ez out an den en deus komzet ouzh va gwreg? Hag e lavaras: Me eo.

12 Manoak a lavaras: Pa c'hoarvezo ar pezh ac'h eus lavaret, penaos e vo urzhiet ar bugel, petra hor bo d'ober?

13 Ael an AOTROU a lavaras da Vanoak: Da wreg he devo da ziwall eus kement am eus lavaret dezhi:

14 ne zebro netra a zeu eus ar gwini, ne evo na gwin na evaj kreñv, ne zebro netra dic'hlan; ra viro kement am eus gourc'hemennet dezhi.

15 Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Hol lez da'z terc'hel ha da fichañ evidout ur menn-gavr.

16 Ael an AOTROU a lavaras da Vanoak: Pa zalc'hfes ac'hanon ne zebrin ket eus da vara; met ma rez ul loskaberzh, en kinnigi d'an AOTROU. Ne ouie ket Manoak e oa ael an AOTROU.

17 Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Pe anv ac'h eus, evit ma'c'h enorimp ac'hanout pa c'hoarvezo ar pezh ac'h eus lavaret?

18 Ael an AOTROU a lavaras dezhañ: Perak e c'houlennez va anv evel-se? Burzhudus eo.

19 Manoak a gemeras ur menn-gavr hag un donezon, hag o c'hinnigas d'an AOTROU war ar roc'h. Hag ur burzhud a zegouezhas dirak Manoak hag e wreg:

20 evel ma'z ae ar flamm eus an aoter war-zu an neñv, ael an AOTROU a savas ivez e flamm an aoter. Manoak hag e wreg, o welout kement-se, a gouezhas war o dremmoù d'an douar.

21 Ael an AOTROU n'en em ziskouezas ken da Vanoak na d'e wreg. Neuze ec'h anavezas Manoak e oa ael an AOTROU.

22 Manoak a lavaras d'e wreg: A-dra-sur emaomp o vont da vervel, rak gwelet hon eus Doue.

23 E wreg a lavaras dezhañ: Ma vije fellet d'an AOTROU hol lakaat da vervel, n'en dije ket degemeret eus hon dorn al loskaberzh hag an donezon, ha n'en dije ket graet deomp gwelout an holl draoù-se, na klevout anezho, en amzer ma'z omp enni.

24 Ar wreg a c'hanas ur mab hag a anvas anezhañ Samzun. Ar bugel a greskas, hag an AOTROU a vennigas anezhañ.

25 Ha Spered an AOTROU a stagas da gregiñ ennañ e Makane-Dan etre Zorea hag Eshtaol.

Lean sinn:



Sanasan