Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12 Stourm Jefte a-enep Efraim. Ibzan. Elon. Abdon

1 Tud Efraim en em zastumas hag a yeas war-zu an hanternoz da lavarout da Jefte: Perak ez out aet d'ober brezel ouzh mibien Ammon hep bezañ hor galvet da gerzhout ganit? Ni a zevo da di, ganit-te ivez!

2 Jefte a lavaras dezho: Stourmadegoù bras hon eus bet gant mibien Ammon, me ha va fobl. Pa em eus ho kalvet, n'hoc'h eus ket va dieubet eus o dorn.

3 Pa em eus gwelet na zieubec'h ket ac'hanon, lakaet em eus va buhez en arvar, aet on war-zu mibien Ammon, hag an AOTROU o lakaas em dorn. Perak eta oc'h pignet hiziv a-enep din, evit ober brezel din?

4 Jefte a zastumas holl dud Galaad evit stourm ouzh Efraim. Tud Galaad a bilas Efraim, dre m'o doa lavaret ar re-mañ: C'hwi 'zo tec'hidi Efraim! Emañ Galaad e-kreiz Efraim, e-kreiz Manase!

5 Galaad a dapas roudouzioù ar Jordan a-raok ma erruas re Efraim eno. Ha pa lavare unan eus tec'hidi Efraim: Lez ac'hanon da dremen! tud Galaad a lavare dezhañ: Eus Efraim ez out? Hag e lavare: Nann.

6 Neuze e oa lavaret dezhañ: Ac'hanta, lavar: Shibboled. Met ne oa ket evit e zistagañ reizh, hag e lavare: Sibboled. Neuze e oa kroget ennañ hag e oa lakaet d'ar marv e roudouzioù ar Jordan; er mare-se e kouezhas daou vil ha daou-ugent den eus Efraim.

7 Jefte a varnas Israel c'hwec'h vloaz. Ha Jefte ar Galaadad a varvas hag a voe sebeliet en unan eus kêrioù Galaad.

8 War e lerc'h, Ibzan eus Betlehem a varnas Israel.

9 Bez' en doe tregont mab, ha tregont merc'h a zimezas er-maez eus e di. Lakaat a reas da zont a-ziavaez tregont merc'h evit e vibien. Barn a reas Israel seizh vloaz.

10 Hag Ibzan a varvas hag a voe sebeliet e Betlehem.

11 War e lerc'h, Elon eus Zabulon a varnas Israel dek vloaz.

12 Hag Elon eus Zabulon a varvas hag a voe sebeliet en Ajalon e bro Zabulon.

13 War e lerc'h, Abdon mab Hillel, ar Piratoniad, a varnas Israel.

14 Bez' en doe daou-ugent mab ha tregont mab-bihan, a yae war dek azenig ha tri-ugent. Barn a reas Israel eizh vloaz.

15 Hag Abdon mab Hillel, ar Piratoniad, a varvas hag a voe sebeliet e Piraton, e bro Efraim, war venez an Amalekiz.

Lean sinn:



Sanasan