Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11 Jefte

1 Jefte ar Galaadad a oa ur brezelour kadarn. Mab d'ur c'hast e oa, ha Galaad a oa tad da Jefte.

2 Gwreg Galaad he doa ganet dezhañ mibien, ha pa voe deuet bras mibien ar wreg-se, e kasjont Jefte kuit o lavarout dezhañ: Ne'z po ket a hêrezh e ti hon tad, rak mab ur vaouez all ez out.

3 Jefte a dec'has a-zirak e vreudeur, hag ez eas da chom e tiriad Tob. Peorien-gaezh en em zastumas en-dro da Jefte, hag e raent troioù gantañ.

4 Un nebeud amzer goude, mibien Ammon a vrezelas a-enep Israel.

5 Evel ma vrezele mibien Ammon a-enep Israel, henaourien Galaad a yeas da gerc'hat Jefte da vro Dob.

6 Lavarout a rejont da Jefte: Deus da vezañ hor c'habiten, hag e stourmimp ouzh mibien Ammon.

7 Jefte a lavaras da henaourien Galaad: Ha n'hoc'h eus ket kasaet ac'hanon ha va c'haset kuit eus ti va zad? Perak e teuit da'm c'havout, pa ez oc'h bremañ er glac'har?

8 Henaourien Galaad a lavaras da Jefte: Setu perak e tistroomp da'z kavout bremañ, evit ma teui ganeomp ha ma stourmi a-enep mibien Ammon, ha ma vi hor rener, hini holl annezidi Galaad.

9 Jefte a lavaras da henaourien Galaad: Mar kasit ac'hanon ganeoc'h evit stourm a-enep mibien Ammon ha mar laka an AOTROU anezho etre va daouarn, e vin ho rener.

10 Henaourien Galaad a lavaras da Jefte: Ra vo test an AOTROU etrezomp, ma ne reomp ket evel ma ec'h eus lavaret.

11 Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhañ warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoù en doa lavaret.

12 Jefte a gasas kannaded da roue mibien Ammon evit lavarout: Petra a zo etre te ha me, ma'z out deuet a-enep din d'ober brezel em bro?

13 Roue mibien Ammon a lavaras da gannaded Jefte: Rak Israel, pa bigne eus an Ejipt, en deus kemeret va bro adalek an Arnon betek Jabok hag ar Jordan. Ha bremañ ro din an douaroù-se en-dro dre gaer.

14 Jefte a gasas a-nevez kannaded da roue mibien Ammon

15 evit lavarout: Evel-henn e komz Jefte: Israel n'en deus ket kemeret douaroù eus Moab nag eus mibien Ammon.

16 Pa bignas Israel eus an Ejipt, e kerzhas dre ar gouelec'h betek ar Mor Ruz, hag ec'h erruas e Kadesh.

17 Israel a gasas kannaded da roue Edom evit lavarout dezhañ: Va lez da dremen dre da vro; met roue Edom ne lezas ket. Hag e kasas ivez da roue Moab, met ne fellas ket dezhañ. Hag Israel a chomas e Kadesh.

18 Neuze e kerzhas dre ar gouelec'h, hag e reas tro bro Edom ha bro Voab, hag ec'h erruas ouzh sav-heol bro Voab, da gampiñ en tu all d'an Arnon, hep mont war douaroù Moab, rak an Arnon a oa harz Moab.

19 Israel a gasas kannaded da Sihon roue an Amoreaned ha roue Hesbon, hag Israel a lavaras dezhañ: Va lez da dremen dre da vro, betek va lec'h.

20 Met Sihon ne fizias ket en Israel evit e lezel da dremen dre e vro. Sihon a zastumas e holl bobl, hag e kampjont e Jahaz, hag e stourmjont ouzh Israel.

21 An AOTROU Doue Israel a lakaas Sihon hag e holl bobl etre daouarn Israel a zisc'hreas anezho. Evel-se e perc'hennas Israel holl vro an Amoreaned a oa o chom er vro-se.

22 Kemer a rejont eta holl vro an Amoreaned adalek an Arnon betek Jabok, hag adalek ar gouelec'h betek ar Jordan.

23 Ha bremañ, p'en deus an AOTROU Doue Israel kaset kuit an Amoreaned dirak e bobl Israel, daoust hag e vefe te an hini a berc'hennfe o bro?

24 Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennañ Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.

25 A-hend-all, daoust hag e talvezez muioc'h eget Balag mab Zippor, roue Moab? Ha n'en deus ket stourmet a-enep Israel, ha graet ar brezel outañ?

26 Setu tri c'hant vloaz abaoe m'emañ Israel o chom en Hesbon hag en he c'hêrioù, en Aroer hag en he c'hêrioù, hag en holl gêrioù a zo a-hed an Arnon, perak n'hoc'h eus ket o lamet digantañ e-keit-se?

27 Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heñver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!

28 Met roue mibien Ammon ne fellas ket dezhañ selaou ar c'homzoù en doa graet Jefte lavarout dezhañ.

29 Spered an AOTROU a voe war Jefte. Hemañ a dremenas Galaad ha Manase, a yeas betek Mizpe Galaad, hag eus Mizpe Galaad a yeas war-zu mibien Ammon.

30 Jefte a reas ur gouestl d'an AOTROU o lavarout: Mar lakaez mibien Ammon em dorn,

31 ar pezh a zeuio er-maez eus dor va zi a-raok din, pa zistroin e peoc'h eus mibien Ammon, a vo d'an AOTROU; e ginnig a rin e loskaberzh.

32 Jefte a yeas war-zu mibien Ammon evit stourm outo, hag an AOTROU o lakaas en e zorn.

33 Hag e trec'has anezho adalek Aroer betek Minnid, e-lec'h ma oa ugent kêr, ha betek plaenenn ar gwini; ul lazhadeg vras a reas anezho. Mibien Ammon a voe izelaet dirak mibien Israel.

34 Hag e tistroas Jefte da Vizpa, d'e di, ha setu e verc'h a zeuas en arbenn dezhañ, gant taboulinoù ha dañsoù. Bez' e oa e vugel nemetañ, n'en doa na mab na merc'h all.

35 Kerkent ha ma welas anezhi e rogas e zilhad hag e lavaras: Siwazh va merc'h! Bec'hiet on, ya bec'hiet on, peurvantret on abalamour dit, rak digoret em eus va genoù d'an AOTROU ha ne c'hellin ket dislavarout.

36 Hi a lavaras dezhañ: Va zad, digoret ec'h eus da c'henoù d'an AOTROU? Gra din evel m'eo deuet eus da c'henoù, p'en deus an AOTROU veñjet ac'hanout eus da enebourien, mibien Ammon.

37 Hag e lavaras d'he zad: Ro din kement-mañ: Lez ganin daou viz, mont a rin, diskenn a rin dre ar menezioù, hag e ouelin war va gwerc’hded gant va mignonezed.

38 Hag e lavaras dezhi: Kae! Hag he lezas da vont evit daou viz. Mont a reas eta gant he mignonezed da ouelañ war he gwerc’hded war ar menezioù.

39 A-benn daou viz e tistroas da gavout he zad, hag e reas ganti ar gouestl en doa graet. N'he doa anavezet den ebet. Ac'hane e teu ar c'hiz en Israel,

40 penaos a vloaz da vloaz merc'hed Israel a ya da glemm diwar-benn merc'h Jefte ar Galaadad, e-pad pevar devezh bep bloaz.

Lean sinn:



Sanasan