Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10 Tola ha Jair. Pec'hedoù Israel

1 Goude Abimelek, Tola mab Pua mab Dodo, den eus Isakar, a savas evit dieubiñ Israel. Edo o chom e Shamir, war venez Efraim.

2 Hag e varnas Israel tri bloaz warn-ugent, hag e varvas, hag e voe sebeliet e Shamir.

3 War e lerc'h e savas Jair eus Galaad, a varnas Israel daou vloaz warn-ugent.

4 Bez' en doa tregont mab, a yae war dregont azenig, hag o doa tregont kêr, a zo anvet c'hoazh hiziv kêrioù Jair. E bro C'halaad emaint.

5 Ha Jair a varvas hag a voe sebeliet e Kamon.

6 Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.

7 Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn ar Filistined hag etre daouarn mibien Ammon.

8 Er bloaz-se e waskjont hag e vac'hjont mibien Israel, hag e-pad triwec'h vloaz holl vibien Israel a oa en tu all d'ar Jordan, e bro an Amoreaned a zo e Galaad.

9 Mibien Ammon a dremenas ar Jordan evit stourm ivez a-enep Juda, a-enep Benjamin hag a-enep ti Efraim. Hag e voe Israel en un estrenvan vras.

10 Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus a-enep dit ha servijet hon eus ar Baaloù.

11 Met an AOTROU a lavaras da vibien Israel: Ha ne'm eus ket ho tieubet eus an Ejipsianed, eus an Amoreaned, eus mibien Ammon, eus ar Filistined,

12 eus ar Sidoniz, eus an Amalekited, eus ar Vaoniz? Ha pa hoc'h eus kriet etrezek ennon, em eus ho tieubet eus o daouarn.

13 Met va dilezet hoc'h eus evit servijañ doueoù all, setu perak n'ho tieubin ken.

14 Kit da grial etrezek an doueoù hoc'h eus dibabet, ra zieubint ac'hanoc'h en amzer hoc'h estrenvan.

15 Mibien Israel a lavaras d'an AOTROU: Pec'het hon eus, gra en hor c'heñver evel ma kavi mat, met dieub ac'hanomp hepken hiziv.

16 Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.

17 Mibien Ammon en em zastumas hag a gampas e Galaad, ha mibien Israel en em zastumas ivez hag a gampas e Mizpa.

18 Ar bobl ha pennoù Galaad a lavaras an eil d'egile: Piv eo an den a grogo da stourm a-enep mibien Ammon? Bez' e vo ar rener eus holl annezidi Galaad.

Lean sinn:



Sanasan