Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Varnerien 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1 Stourmoù ouzh ar Gananeiz

1 Goude marv Jozue, e c'houlennas mibien Israel kuzul digant an AOTROU o lavarout: Piv a bigno da gentañ a-enep ar Gananeiz evit an emgann?

2 An AOTROU a respontas: Juda a bigno, setu, lakaet em eus ar vro etre e zaouarn.

3 Hag e lavaras Juda da Simeon e vreur: Pign ganin da'm lodenn, hag en em gannimp ouzh ar Gananeiz; ha me a yelo ganit ivez da'z lodenn. Evel-se Simeon a yeas gantañ.

4 Juda a bignas, hag an AOTROU a lakaas ar Gananeiz hag ar Ferezianed etre o daouarn. Lazhañ a rejont dek mil den e Bezek.

5 O vezañ kavet Adoni-Bezek e Bezek, e stourmjont outañ hag e piljont ar Gananeiz hag ar Ferezianed.

6 Adoni-Bezek a dec'has, hag e redjont war e lerc'h, hag e krogjont ennañ, hag e troc'hjont dezhañ meudoù e zaouarn hag e dreid.

7 Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.

8 Mibien Juda en doa stourmet ouzh Jeruzalem ha tapet anezhi, hag o vezañ skoet warni gant troc'h ar c'hleze, e lakajont an tan e kêr.

9 Goude e tiskennas mibien Juda d'en em gannañ ouzh ar Gananeiz a oa o chom er menez, er c'hreisteiz hag er blaenenn.

10 Juda yeas a-enep ar Gananeiz a oa o chom en Hebron, anv Hebron a oa diagent Kirjad-Arba, ha Juda a bilas Sheshai, Ahiman ha Talmai.

11 Hag ac'hane ez ejont a-enep annezidi Debir, anv Debir a oa diagent Kirjad-Sefer.

12 Kaleb a lavaras: D'an hini a bilo Kirjad-Sefer hag a dapo anezhi, e roin dezhañ Aksa va merc'h da wreg.

13 Otniel mab Kenaz, breur yaouankañ Kaleb, a dapas anezhi. Hag e roas dezhañ Aksa e verc'h da wreg.

14 Evel ma teue d'ar gêr, hi a alias anezhañ da c'houlenn digant he zad ur park. Hag en em daolas a-ziwar hec'h azenn, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra 'zo ganit?

15 Hi a lavaras dezhañ: Ro din ur vennozh, pa ec'h eus roet din un douar ar c'hreisteiz, ro din ivez mammennoù dour. Kaleb a roas dezhi ar mammennoù uhel hag ar mammennoù izel.

16 Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.

17 Mont a reas Juda gant Simeon e vreur hag e piljont ar Gananeiz a oa o chom e Zefad, hag he lakajont da verz. Hag e voe anvet ar gêr: Horma.

18 Juda a dapas ivez Gaza gant he ziriad, Askelon gant he ziriad, Ekron gant he ziriad.

19 An AOTROU a oa gant Juda, hag e kasjont kuit tud ar menez. Met ne c'helljont ket kas kuit tud an draonienn, rak kirri houarn o doa.

20 Evel m'en doa lavaret Moizez, Hebron a voe roet da Galeb, hag e kasas kuit ac'hane tri mab Anak.

21 Mibien Benjamin ne gasjont ket kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem. Evel-se ar Jebuziz a zo chomet gant mibien Benjamin e Jeruzalem betek hiziv.

22 Ti Jozef a bignas ivez a-enep Betel, hag an AOTROU a voe ganto.

23 Ti Jozef a reas spiañ Betel, hec'h anv a oa diagent Luz.

24 Ar spierien a welas un den o tont er-maez eus kêr, hag e lavarjont dezhañ: Diskouez deomp dre belec'h e c'hellimp tremen evit mont e-barzh kêr, hag hon devo truez ez keñver.

25 Hag e tiskouezas dezho dre belec'h tremen evit mont e-barzh kêr, hag e skojont war gêr gant troc'h ar c'hleze. Met lezel a rejont an den-se da vont kuit gant e holl diegezh.

26 An den-se a yeas da vro an Hitited, hag e savas ur gêr eno a anvas Luz, hag a zo hec'h anv betek hiziv.

27 Manase ivez ne gasas ket kuit annezidi Bet-Shean na re eus he c'hêrioù, nag eus Taanak na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Dor na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Jibleam na re eus he c'hêrioù, nag annezidi Megiddo na re eus he c'hêrioù. Hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.

28 Pa voe en em greñvaet Israel, e rejont d'ar Gananeiz servijañ evel sklaved, met ne gasjont ket kuit anezho holl.

29 Efraim ne gasas ket kuit ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom en e douez betek hiziv.

30 Zabulon ne gasas ket kuit annezidi Kitron, nag annezidi Nahalol, hag ez eus bet Kananeiz o chom en e douez, o servijañ evel sklaved.

31 Aser ne gasas ket kuit annezidi Akko, nag annezidi Sidon, nag eus Ahlab, nag eus Akzib, nag eus Helba, nag eus Afik, nag eus Reob,

32 met re Aser a chomas e-touez ar Gananeiz a oa o chom er vro, rak n'o c'hasjont ket kuit.

33 Neftali ne gasas ket kuit annezidi Bet-Shemesh, nag annezidi Bet-Anad, met chom a reas e-touez ar Gananeiz a oa o chom er vro, hag e rejont da annezidi Bet-Shemesh ha da annezidi Bet-Anad servijañ evel sklaved.

34 An Amoreaned a gasas war-dreñv mibien Dan d'ar menez, ha n'o lezjont ket da ziskenn en traonienn.

35 An Amoreaned a fellas dezho chom e menez Heres, en Ajalon hag e Shaalbim, met dorn ti Jozef a bouezas warno, hag e rejont dezho servijañ evel sklaved.

36 Tiriad an Amoreaned a yae adalek savenn an Akrabim, eus ar roc'h ha dreist.

Lean sinn:



Sanasan