Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 A-dra-sur em eus lakaet va c'halon da gement-se, evit sklêrijennañ kement-se ha penaos ar re reizh hag ar re fur, hag o oberoù, a zo e dorn Doue, hag ar garantez hag ar gasoni, met an dud n'anavezont netra eus kement a zo dirazo.

2 Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.

3 Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.

4 Bez' ez eus esperañs evit piv bennak a zo unanet d'an holl re vev, ha gwelloc'h eo ur c'hi bev zoken eget ul leon marv.

5 Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.

6 Evel-se o c'harantez, o c'hasoni hag o c'hoantoù a zo dija marv, ha n'o devo lod ebet biken e kement en em ra dindan an heol.

7 Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.

8 Ra vo gwenn da zilhad, ha ra chomo an eoul hep mankout war da benn.

9 Bez laouen gant ar wreg a garez e-pad holl zeizioù da vuhez a avel a zo roet dit dindan an heol, e-pad hol zeizioù da avel, rak hennezh eo da hêrezh ez puhez, e-kreiz da labour a rez dindan an heol.

10 Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.

11 Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.

12 Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.

13 Gwelet em eus ivez ar furnez-mañ dindan an heol, hag e seblante din un dra bouezus.

14 Bez' e oa ur gêr vihan, gant nebeut a dud enni; a-enep dezhi e teuas ur roue bras, hag e sezizas anezhi, hag e savas kreñvadurioù bras outi.

15 Met enni e oa un den paour ha fur a zieubas kêr dre e furnez. Met den n'en deus bet soñj eus ar gwaz paour-se.

16 Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoù n'int ket selaouet.

17 Gwelloc'h eo komzoù ar fur klevet e peoc'h eget kriadennoù roue ar re ziskiant.

18 Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.

Lean sinn:



Sanasan