Ar Prezeger 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Piv a zo evel an den fur? Piv a anavez penaos eo an traoù? Furnez an den a ra lugerniñ e zremm, ha garvder e zoare a vo kemmet. 2 Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue. 3 Na hast ket mont kuit a-zirak e zremm, ha na gendalc'h ket en un dra fall, rak ober a ra ar pezh a blij dezhañ. 4 E-lec'h m'emañ komz ar roue, eno emañ ar galloud; ha piv a lavaro dezhañ: Petra a rez? 5 An hini a vir ar gourc'hemenn n'asanto da zroug ebet; ha kalon an den fur a anavez an amzer hag ar varnedigezh. 6 Rak e pep tra ez eus un amzer hag ur varnedigezh, pa bouez ar gwalleur war an den. 7 Rak ne oar ket ar pezh a c'hoarvezo; ha piv a lavaro dezhañ penaos en em gavo? 8 An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi. 9 Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur. 10 Ha neuze em eus gwelet ar re fall beziet, hag ar re o doa graet ar mad o deus tremenet; aet int pell eus al lec'h santel, ankouaet e kêr. Kement-se ivez a zo avel. 11 Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setañs a-enep an oberoù fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug. 12 Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm. 13 Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioù muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue. 14 Bez' ez eus un avel a erru war an douar: tud reizh ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re fall; hag ez eus ivez tud fall ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re reizh. Lavaret em eus ez eo kement-se ivez un avel. 15 Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol. 16 Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz, 17 gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout. |