Ar Prezeger 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Gwelloc'h eo brud vat eget c'hwezh-vat, ha deiz ar marv eget deiz ar c'hanedigezh. 2 Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon. 3 Gwelloc'h eo an anken eget ar c'hoarzh, rak dre c'hlac'har an dremm e teu laouen ar galon. 4 Kalon ar re fur a zo en ti a c'hañv, met kalon ar re ziskiant a zo en ti a levenez. 5 Gwelloc'h eo klevout kroz an den fur eget klevout kanaouenn ar re ziskiant. 6 Rak evel m'eo trouz an drein dindan ar chaodouron, evel-se eo c'hoarzh an den diskiant. Kement-se ivez a zo avel. 7 Ar gwaskerezh a ra diboellañ an den fur, hag an donezon a vrein ar galon. 8 Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentañ. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus. 9 Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant. 10 Na lavar ket: A belec'h e teu ma oa gwelloc'h an deizioù tremenet eget ar re a-vremañ? Rak n'eo ket dre furnez en em c'houlennfes kement-se. 11 Ar furnez a zo koulz hag un hêrezh; hag ez eus ur gounid diouti evit ar re a wel an heol. 12 Rak goloet emeur dindan skeud ar furnez evel dindan skeud an arc'hant, met an anaoudegezh he deus ar gounid-mañ: ar furnez a ro ar vuhez d'an hini en deus anezhi. 13 Sell ouzh oberenn Doue, rak piv a c'hello eeunañ ar pezh en deus kammet? 14 En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h. 15 Gwelet em eus kement-mañ holl e-pad deizioù va avel: bez' ez eus un den reizh o vervel en e reizhder, hag un den fall o hiraat e zeizioù en e fallentez. 16 Na vez ket reizh betek re, ha na vez ket re fur, perak en em gollfes? 17 Na vez ket drouk dreistmuzul, ha na vez ket diskiant, perak e varvfes a-raok da amzer? 18 Mat eo derc'hel soñj eus kement-mañ ha chom hep tennañ e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra. 19 Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gêr. 20 A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket. 21 Na daol ket evezh eta ouzh an holl gomzoù a vez lavaret, gant aon na glevjes da servijer o troukkomz diwar da benn. 22 Rak da galon a oar ec'h eus te ivez droukkomzet alies a wech diwar benn ar re all. 23 Amprouet em eus kement-se holl dre ar furnez, ha lavaret em eus: Prenañ a rin furnez. Met pellaet eo diouzhin. 24 Ar pezh a zo pell, ar pezh a zo don, don, piv a c'hell e dapout? 25 Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni. 26 Ha kavet em eus c'hwervoc'h eget ar marv: ar vaouez ma'z eo he c'halon ur roued hag ul las, hag he daouarn ereoù. An hini a zo kavet mat gant Doue a dec'ho diganti, met ar pec'her a vo paket ganti. 27 Setu amañ ar pezh am eus kavet, eme ar Prezeger, en ur eveshaat ouzh an abegoù a bep tra unan hag unan, 28 setu amañ ar pezh a glask c'hoazh va ene ha na'm eus ket kavet: kavet em eus ur gwaz e-touez mil, met ne'm eus ket kavet ur vaouez en o zouez holl. 29 Setu amañ hepken ar pezh am eus kavet: Doue eo en deus graet an den eeun, met klasket o deus kalz a droidelloù. |