Ar Prezeger 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Un droug am eus gwelet dindan an heol, hag a zo stank e-touez an dud: 2 Doue a ro d'un den pinvidigezhioù, madoù hag enorioù, e doare na vank netra d'e ene eus ar pezh a c'hellfe c'hoantaat, met Doue ne lez ket anezhañ da zebriñ diouto, hag un diavaeziad o debro. Kement-se a zo avel ha gwall-zroug. 3 P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ. 4 Rak deuet eo en aner, hag eo aet en deñvalijenn, hag e anv a zo goloet a deñvalijenn, 5 n'en deus ket zoken gwelet an heol, n'en deus anavezet netra, met muioc'h a ziskuizh en deus eget egile. 6 Evitañ da vezañ bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h? 7 Holl labour an den a zo evit e c'henoù, ha koulskoude e c'hoant n'en deus biken e walc'h. 8 Rak peseurt gounid a zo d'an den fur war an den diskiant? Peseurt gounid a zo d'ar glac'haret a oar en em ren e-touez ar re vev? 9 Gwelloc'h eo ar pezh a zo gwelet gant an daoulagad eget ar c'hoantoù goullo. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered. 10 Anvet eo bet dija dre e anv ar pezh a zo. Ha gouezet e vez piv eo an den, ha penaos ne c'hell ket stourm a-enep an hini a zo kreñvoc'h egetañ. 11 Pa vez kalz a draoù, e vez kalz a avel, ha peseurt gounid en deus an den? 12 Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol? |