Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5

1 Pa'z i da di Doue, taol evezh ouzh da droad, tosta da selaou kentoc'h eget da ginnig aberzh ar re ziskiant, rak n'ouzont ket e reont an droug.

2 Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.

3 Rak dont a ra an huñvreoù eus prederioù niverus, hag ar mouezh diskiant eus komzoù niverus.

4 Pa ez po graet ur gouestl da Zoue, na zale ket d'en seveniñ, rak ne gemer ket plijadur en tud diskiant. Seven eta ar gouestl az po graet.

5 Gwelloc'h e vefe dit chom hep ober gouestloù, eget ober ha tremen hep o seveniñ.

6 Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?

7 Rak evel ma ez eus avel en huñvreoù niverus, ez eus ivez kalz e komzoù niverus. Met douj Doue.

8 Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.

9 Ur gounid evit ur vro koulskoude eo ur roue enoret gant ar vro.

10 An hini a gar an arc'hant n'en deus ket e walc'h a arc'hant, hag an hini a gar pinvidigezhioù ne ra ket e vad anezho. Kement-se ivez a zo avel.

11 E-lec'h ma ez eus kalz a vadoù, ez eus kalz a dud ouzh o debriñ. Ha peseurt gounid en deus an hini o dalc'h, nemet o gwelout gant e zaoulagad?

12 Kousk al labourer a zo dous, pe e tebr nebeut pe e tebr kalz; met gwalc'hadur ar pinvidig ne lez ket anezhañ da gousket.

13 Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioù miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.

14 Ar pinvidigezhioù-se a goll dre un darvoud fall, ha mard eo tad d'ur mab, ne chomo netra etre e zaouarn.

15 Evel m'eo deuet en noazh eus kof e vamm, e tistroio en noazh, o vont kuit evel m'eo deuet. Ha ne gaso gantañ netra a c'hellfe kemer en e zaouarn.

16 Setu amañ c'hoazh ur gwall-zroug, evel m'eo deuet ez a kuit, ha peseurt gounid en deus da vezañ labouret evit avel?

17 Debriñ a ra e-pad holl zeizioù e vuhez en deñvalijenn, gant kalz a c'hlac'har, a boan hag a hegas.

18 Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.

19 Hag ar pinvidigezhioù hag ar madoù a ro Doue da bep den, an traoù a laka anezhañ da vestr warno, evit debriñ ha kemer e lodenn diouto, hag evit bezañ laouen e-kreiz e labour, kement-se a zo un donezon digant Doue.

20 Rak n'en devo ket kalz a soñj eus deizioù e vuhez, dre ma respont Doue dezhañ gant levenez en e galon.

Lean sinn:



Sanasan