Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.

2 Setu perak e talv din muioc'h ar re varv a zo dija marv eget ar re vev a zo en o buhez,

3 hag e kavan eürusoc'h eget an eil re hag ar re all, an hini n'eo ket bet c'hoazh, ha n'en deus ket gwelet an oberoù fall a vez graet dindan an heol.

4 Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

5 An den diskiant a groaz e zaouarn hag en em zebr e-unan:

6 gwelloc'h eo leizh kleuz an dorn gant diskuizh, eget leizh palv an daou zorn gant labour ha poan spered.

7 En em lakaet on da sellout ouzh un avel all dindan an heol:

8 Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.

9 Gwelloc'h eo daou eget unan, dre ma ez eus evito muioc'h a c'hopr eus o labour.

10 Rak mar kouezh unan, egile a c'hell e adsevel; met gwalleur d'an hini a zo e-unan hag a gouezh! n'eus den d'e adsevel.

11 En hevelep doare mar kousk daou a-gevret, e vo tomm dezho; met an hini a zo e-unan, penaos e vo tomm dezhañ?

12 Mard eo un den kreñvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outañ. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.

13 Gwelloc'h eo ur bugel paour ha fur eget ur roue kozh ha diskiant, ha na oar ket kemer kuzul.

14 Rak un den a zeu er-maez eus an toull-bac'h da ren, hag un den bet ganet roue a zeu da vezañ paour.

15 Gwelet em eus an holl re vev a gerzh dindan an heol o vont war-lerc'h ar mab, an eil goude ar roue hag a yelo en e lec'h.

16 Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

Lean sinn:



Sanasan