Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Da bep tra e goulz, ha da bep sevenadenn dindan an neñvoù he mare.

2 Bez' ez eus ur mare evit genel hag ur mare evit mervel, ur mare evit plantañ hag ur mare evit tennañ ar pezh a zo bet plantet,

3 ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,

4 ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,

5 ur mare evit teurel mein, hag ur mare evit o dastum, ur mare evit pokat hag ur mare evit pellaat diouzh ar pokoù,

6 ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,

7 ur mare evit regiñ hag ur mare evit gwriat, ur mare evit tevel hag ur mare evit komz,

8 ur mare evit karout hag ur mare evit kasaat, ur mare evit ar brezel hag ur mare evit ar peoc'h.

9 Peseurt gounid en deus un den a labour eus e boan?

10 Gwelet em eus al labour en deus roet Doue da vibien an dud evit e ober.

11 Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.

12 Anavezet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen hag aes e-pad e vuhez.

13 Ha ra zebro hag evo pep hini, ha ra vo laouen e-kreiz e holl labour, un donezon digant Doue eo.

14 Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezañ doujet.

15 Ar pezh a zo bet eo ar pezh a zo bremañ, ar pezh a vo eo ar pezh a zo bet dija. Doue a gas en-dro ar pezh a zo tremenet.

16 Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar varn, hag ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar reizhder.

17 Lavaret em eus em c'halon: Doue a varno an den reizh hag an den fall, rak eno ez eus un amzer evit pep mennozh hag evit pep oberenn.

18 Lavaret em eus em c'halon diwar-benn mibien an dud, ec'h amprouje Doue anezho, hag e weljent o-unan n'int nemet loened.

19 Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.

20 Pep tra a ya d'un hevelep lec'h; graet eo bet pep tra eus ar poultr, pep tra a zistro da boultr.

21 Piv a oar hag-eñ e pign c'hwezh an dud d'an nec'h, hag-eñ e tiskenn c'hwezh al loened d'an traoñ en douar?

22 Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen gant e oberoù, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?

Lean sinn:



Sanasan