Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Lavaret em eus em c'halon: Deomp ma amprouin ac'hanout bremañ dre al levenez, hag e tañvai an eurvad. Met setu kement-se ivez a zo avel.

2 Lavaret em eus diwar-benn ar c'hoarzh: Diskiant! Ha diwar-benn al levenez: Da betra e talv?

3 Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.

4 Graet em eus labourioù bras, savet em eus din tiez, plantet em eus din gwiniegi,

5 graet em eus din liorzhoù ha gwerjeoù, ha lakaet em eus enno a bep seurt gwez-frouezh,

6 graet em eus din stankoù-dour evit dourañ ar parkoù plantet a wez.

7 Prenet em eus sklaved ha sklavezed, hag em eus bet o bugale ganet em zi, bet em eus muioc'h a ejened ha deñved eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem.

8 Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.

9 Kresket em eus ha brasaet muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem. Ha zoken va furnez a zo chomet ganin.

10 Da ziwezhañ, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.

11 Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.

12 Goude em eus troet da brederiañ war ar furnez, ha war ar sotoni hag ar follentez. Rak petra a raio an den a zeu war-lerc'h ar roue? Ar pezh a zo dija bet graet.

13 Hag em eus gwelet he deus ar furnez ur gounid war ar follentez, evel ar sklêrijenn war an deñvalijenn.

14 Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.

15 Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.

16 Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?

17 Ha kasaet em eus ar vuhez-mañ, rak kement a vez graet dindan an heol ne blij ket din, ha pep tra a zo avel ha poan spered.

18 Kasaet em eus an holl labour am eus graet dindan an heol, dre ma lezin anezhañ d'an den a zeuio war va lerc'h.

19 Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.

20 Setu perak on deuet da zizesperiñ em c'halon diwar-benn an holl labour ez on en em roet dezhañ dindan an heol.

21 Rak un den en deus labouret gant furnez, anaoudegezh ha berzh, hag e lez holl da hêrezh d'un den all n'en deus ket labouret d'e gas da benn. Kement-se ivez a zo avel hag un dra fall.

22 Petra a van gant un den eus e holl labour hag eus poan e galon, en deus en em skuizhet ganti dindan an heol?

23 Rak e holl zeizioù n'int nemet glac'har, hag e labour nemet enkrez, en noz zoken ne ziskuizh ket e galon. Kement-se ivez a zo avel.

24 Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.

25 Rak piv en deus debret ha laouenaet muioc'h egedon?

26 Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

Lean sinn:



Sanasan