Ar Prezeger 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno, 2 a-raok ma teuio an heol, ar sklêrijenn, al loar hag ar stered da deñvalaat, ha ma teuio en-dro ar c'houmoul goude ar glav, 3 pa greno gwarded an ti, pa blego an dud kreñv, pa baouezo ar re a val dre ma vint nebeutaet, pa vo teñvalaet ar re a sell dre ar prenestroù, 4 pa vo serret war ar straed daou stalaf an nor, pa izelaio trouz ar vilin, pa savi da gan al labous, pa wanaio holl verc'hed ar c'han, 5 pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leñverien tro ar straedoù. 6 A-raok ma vo distoket ar gordenn arc'hant, ma vo friket al lestr aour, ma vo freuzet ar pod war ar feunteun, ma vo torret ar rod a-us d'ar puñs, 7 a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet. 8 Avel an avelioù, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel. 9 Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioù. 10 Klasket en deus ar Prezeger kavout komzoù plijus. Ar pezh a zo bet skrivet a zo komzoù eeun, komzoù a wirionez. 11 Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken. 12 A-hend-all, va mab, laka evezh ouzh an traoù-mañ: d'ober kalz a levrioù, n'eus ket a ziwezh, ha kement a studi n'eo nemet skuizhder evit ar c'horf. 13 Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den. 14 Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall. |