Ar Prezeger 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Taol da vara war-c'horre an doureier, rak goude kalz amzer en adkavi. 2 Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar. 3 Pa'z eo leun ar c'hoabrennoù, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet. 4 An hini a sell ouzh an avel ne hado ket, hag an hini a sell ouzh ar c'houmoul ne vedo ket. 5 Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoù. 6 Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat. 7 Ar sklêrijenn a zo dous, ha plijus eo d'an daoulagad gwelout an heol. 8 Met pa vevfe un den un niver bras a vloavezhioù, ra vo laouen e-pad an holl vloavezhioù-se, ha ra en devo soñj eus deizioù an deñvalijenn a vo niverus. Kement a c'hoarvez a zo avel. 9 Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se. 10 Kas kuit ar glac'har diouzh da galon, ha pella ar poanioù diouzh da gig, rak oad tener ha yaouankiz n'int nemet avel. |